B5. N'eo ket ken diaes ha ma kredez ! – A soñj dit ? Ken risklus e oa ken e oan kouezhet war ma revr !
Embannet e-barzh Ya d'an 20 a viz Genver 2017
Ar wech-mañ e vo klasket treiñ ar ger galleg QUE en troiennoù : aussi ... que ... ha si ... que ..., rak graet e vez fazioù brezhoneg abalamour da frazennoù galleg sius, evel *c'est pas si long que je pensais, *le Méné Bré certains jours, c'est si difficile que l'Izoard.
Ledanaat a rin un tammig ar studiadenn : klask a rin gwelet penaos degas islavarennoù (= subordonnées) pa vez ar ger ken er bennlavarenn (= principale) .
1) Ken... a c'hell merkañ an derez kevatal (= comparatif d'égalité). Degaset e vez neuze an islavarenn gant ha ma..., pe ha pa... :
Bremañ out ken kozh ha pa 'm boa kuitaet ar skol. (= aussi âgé que quand...)
Hent Kervazoù zo ken digompez ha ma vije bet toullet fozioù e-barzh. (= aussi raboteux que si...)
E-lec'h klevet ha, e c'heller klevet ivez evel pe e-giz (cf. pennad 2) :
Ken nec'het e oan o welet hennezh o tont du-mañ e-giz ma vijen bet o resev an eskob.
Ur fazi eo, avat, implijout *eget ma, *evit ma, *eget pa, *evit pa en degouezhioù-se :
*Ken difonn al labour gantañ eget ma vije bet o toullañ ar maen-se gant ur minaoued.
Ret eo lâret : Ken difonn al labour gantañ ha ma/evel ma/e-giz ma vije bet...
Hag unan eus ar frazennoù uheloc'h a vefe : Devezhioù zo e vez ken diaes ar Mene Bre hag an Izoard.
2) Ken a c'hell merkan un estlammadenn. Degaset e vez neuze an islavarenn gant ma, ma ne (evit un nac'hadenn), ken e, ken ne (evit un nac'hadenn)
Ken helavar e oa ma ne oa den ebet evitañ pa oa kel a brezeg, pe c'hoazh :
Ken helavar e oa ken ne oa den evitañ evit ar gaoz.
Ken skoet e oa bet gant ar c'heloù ma/ken e oa chomet mantret e-doug an deiz.
Ar stumm ken... ma... a vez klevet e Nord Breizh Izel dreist-holl, ar stumm ken... ken e... kentoc'h er Su.
E c'heller kaout ivez estlammadennoù degaset gant kement pe keit :
Kement a c'hlav a oa ken e oan bet gleb-par-teil netra 'met o treuziñ ar porzh.
Ur frazenn evel homañ : *Ken sec'h eo an douaroù eno ken ma sav trouz etre ar saverien loened hag al labourerien douar... a gavan divalav. Gwelloc'h eo, da'm soñj, lâret : ... eno ma sav... pe neuze : ... eno ken e sav..., pe neuze : sec'h eo an douaroù eno ken ma sav...
3) E c'heller kavout un islavarenn-heuliañ degaset gant ken e, ken ne, hep ma vije un estlammadenn araozi. Ken zo da vezañ troet neuze gant de sorte que..., au point que..., ce qui fait que... :
Tomm e oa din, ken e'm boa ranket teuler ma roched.
Tud a oa, ken hon doa ranket gortoz tri drañvoue (1) araok gellout mont kuit.
C'hoarzhet 'm boa, c'hoarzhet 'm boa, ken e oan tost da staotañ e'm dilhad !
Diwezhat e oamp, ken n'hon doa ket kavet plas.
E-lec'h ken e, e c'heller kavout ivez ken ma (s. o. fin an 2) uheloc'h)
(1) Trañvoue = tramway, trolleybus, ar re ziwezhañ-mañ e ruioù Brest betek ar bloavezhioù tri-ugent.