Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

B4. Ar fiñvoù : war/diwar, gant/digant

Distreiñ d'al listenn

Embannet e-barzh Ya d'ar 6 a viz Genver 2017

Kinniget d'an holl re a zo bet skandalet pe kastizet gwechall evit bezañ implijet araogennoù pe adverboù diortodoks evel de sur, de contre, de retour, etc. Da vezañ lennet aketus gant ar re all ha ne oant ket levezonet gant ar brezhoneg pa skrivent e galleg.

1) WAR a verk ur fiñv evel sevel, pignat, ha DIWAR ar fiñv enep : diskenn, lammat d'an traoñ, etc.
Pignet eo war ar skabell, diskennet eo diwar ar skabell.
Savet e oa war ar chalfod, diskennet e oa diwar e velo buanoc'h evit ma oa pignet warni.
Pignet ar yar war veg ar we'nn 'ta, pô paour. (kanaouenn)
Kouezhet e oa diwar ar bern atrejoù.
C'hoari a raent lammat diwar an derezioù mein.
Ur frazenn evel homañ zo sius :
*Kouezhet e oa war e velo ! Amañ eo diwar a ranker lakaat.

2) WAR a verk ur fiñv evel lakaat, renkañ, pe neuze un ober hep fiñv evel bezañ, chom ; implijet e vez DIWAR gant verboù evel tennañ, kas kuit, lemel, etc...
War ma hent emaout adarre ; kerzh diwar ma hent, 'ta !
N'eo ket aes kas ar pichoned kuit diwar ar parkadoù piz.
Mari, lak an daou vannac'h-mañ war ma c'hont !
Ha tennet kant euro ouzhpenn diwar ma c'hont !

3) Pa vez un doare klud (un doenn, ur wezenn, ur skabell...), ma raer un ober hag a chom stag ouzh ar glud-se, ec'h implijer WAR ; ma raer un ober hag a zo e bal en diavaez eus ar glud-se, ec'h implijer DIWAR :
Chomet e oa war an doenn da cheñch un nebeud mein glas (an ober war an doenn)
War ar chalfod en doa labouret e-pad an deiz (an ober war ar chalfod)
E-skoaz se :
Diwar beg ar skeul e c'hellin tapañ an avaloù a chom (an avaloù zo pelloc'h eget beg ar skeul)
Diwar va skaoñv, e toull va dor, me wel... (D. Abernot ?) (Gwelet a ra unan bennak ha n'emañ ket war ar skaoñv.)
Hag ar c'hure yaouank o skandalat diwar ar gador ! (An dud a oa bet skandalet a oa azezet en iliz, ha neket er gador-brezeg.)
Keñveriañ gant an enebadur e galleg : sur / du haut de.

4) Bout zo un nebeud araogennoù pe adverboù all ma 'z eo WAR pe DIWAR al lodenn gentañ anezho, a c'hell bezañ enebet daou ha daou, evel uheloc'h :

a) Laosk ar pakad-se war-wel, ma 'm bo soñj kemeret anezhañ.
a') Aet e oa diwar-wel e-pad bloavezhioù ha breman emañ adarre e ti e dud.

b) N'eus den ebet o chom war-dro ken ?
b') An iñfirmierez a oa aet diwar-dro a-raok kreisteiz.

c) Poz da sac'h war-c'horre ar bern.
c') An amezeg kozh a zastume an eon diwar-c'horre an dour goude m'o doa evet e loened, gant aon na vefe graet troioù fizik gantañ.
Ret eo diwall : enebet e vez ivez war-c'horre ha dindan, mes n'eus fiñv ebet ar peurliesañ :
Merc'hed Ploan / Cheuc'h war-c'horre ha truilh dindan.

d) Ma, ar skeul-doenn zo chomet war-lein an ti !
d') An añjeluz a zo sonet / Diwar-lein an tour (kanaouenn)

5) Un enebadur a sort-se a gaver ivez evit GANT ha DIGANT :

An askorn zo aet gant ar c'hi ; na y ez ket da dennañ anezhañ digantañ !
‒ Gast, 'mañ ket ma c'hartenn c'hlas ganin ?
‒ Ma, me zo bet laeret ma c'hartenn diganin ur wech pa ne oan ket war-soñj.
Gant verboù evel tennañ, laerezh, lemel, etc., e vo digant kazimant bep gwech.
Keñveriañ :
Kollet ma c'hartenn ganin,
Ankouaet ma sac'h ganin,
ha :
*Laeret ma sac'h ganin. Amañ e ranker lakaat diganin.

Sellet ivez : F.K. § 634-637