B2. An derez izeloc'h
Embannet e-barzh Ya d'an 9 a viz Kerzu 2016
Notennoù : F.K. : Frañsez Kervella, Yezhadur bras
* dirak un droienn bennak a ziskouez ez eus ur fazi e-barzh.
A) An derez izeloc'h evit an anoioù-gwan, e galleg, a glot gant an troiennoù moins...que..., evel moins étendu que..., moins habile que..., mes n'eus ket anezhañ e brezhoneg, gwelet F.K. § 551 ha § 561. Ar bomm-mañ : *Troude, nebeutoc'h gouiziek eget Kervarker (...) (Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek) zo euzhus da glevet evit divskouarn ur brezhoneger, dre ma eo un droienn c'halleg troet ger evit ger. Ha ne glever ket ivez *nebeutoc'h klañv, *nebeutoc'h barrek, etc.
Ma labourit gant Grammaire bretonne Roparz Hemon, lakait blanco pe liv du war an § 77, diouzhtu, euzhus eo da lenn.
Penaos ober neuze evit treiñ ar pezh a reer e galleg comparatif d'infériorité anezhañ ?
Ret mat eo implij ar stumm ne... ket ken... ha/e-giz/evel...
Lavaret e vo :
N'on ket ken klañv ha dec'h,
An oan-mañ n'eo ket ken pounner/lourt evel egile,
Kaou ne red ket ken buan ha Renan,
Te n'out ket ken barrek e-giz da vreur evit pouleñvat,
hag arabat dreist-holl distagañ euzhadennoù evel *nebeutoc'h klañv, *nebeutoc'h pounner, *nebeutoc'h buan, etc.
Alies e vez simploc'h implij un derez uheloc'h gant un anv-gwan all :
Kemper n'eo ket ken bras e-giz Brest = Kemper zo bihanoc'h evit Brest.
Amañ n'eo ket ken don ar mor = amañ eo basoc'h ar mor.
B) An derezioù evit an anv-gwan verb (= participe passé, adjectif verbal).
Da ziwall zo : ar memes anv-gwan verb a c'hell bezañ kemeret gant e dalvoudegezh verb pe gant e dalvoudegezh anv-gwan. Gwir eo evit anavezet, brudet, desket hag un toulladig re all :
Anavezet eo Goethe evit e oberennoù lennegel. (anv-gwan)
Anavezet eo bet gant ar romant Werther. (verb)
Desket eo ma breur war teknikoù a bep seurt. (anv-gwan)
Desket en deus teknikoù a bep sort. (verb)
Un anv-gwan verb, pa vez kemeret gant e dalvoudegezh verb, a c'hell kaout un derez uheloc'h pe izeloc'h en ur lakaat an adverboù muioc'h pe nebeutoc'h war e lerc'h. Pa vez kemeret gant e dalvoudegezh anv-gwan, e rank heuliañ reolennoù an anoioù-gwan.
Talvoudegezh anv-gwan : a) ha b)
a) Anavezetoc'h eo Goethe evit Prosper Proux dre ar bed.
b) P. Proux n'eo ket ken brudet ha Goethe, siwazh dezhañ !
Talvoudegezh verb : d) hag e)
d) Brudet eo bet muioc'h an eoul olivez eget ar seurtoù eoul all. (talvoudegezh verb : graet zo bet muioc'h a vruderezh...)
e) Brudet eo bet nebeutoc'h an eoul kolzac'h evit an eoul olivez abalamour d'e ziouver a vlaz. (talvoudegezh verb : graet zo bet nebeutoc'h a vruderezh...)
Da heul muioc'h ha nebeutoc'h e vez degaset ar renadenn gant evit pe eget, evel goude n'eus forzh pesort derez uheloc'h. E-kichen se, ar mod da zegas ar renadenn er frazenn-mañ zo sius :
*Ar pezh a zo gwir eo e vez paeet nebeutoc'h-kalz ar maouezed o devez bugale hag ar re n'o deus ket. (Yann Maneguen, Imbourc'h 96)
Arabat ivez kammgemer un anv-gwan verb evel anv-gwan. Lâret e vez :
Dre amañ e veze kanet muioc'h kantik Rumengol evit hini ar Folgoad,
ha neket :
*dre amañ e veze kanetoc'h kantik Rumengol...,
ur frazenn a seurt-se a lakfe tud Kerne, hag ar re all ivez, da c'hoarzhin.