B1. Treiñ ar galleg que, goude un anv-gwan
Embannet e-barzh Ya d'ar 25 a viz Du 2016
Que e galleg a c'hell bezañ stagell, raganv, adverb, hervez an implij a reer anezhañ. Hiziv e welin penaos treiñ ar stagell que war-lerc'h un anv-gwan en derez uheloc'h pe en derez kevatal.
A) Derez uheloc'h (= comparatif de supériorité)
Da skwer : Il est plus grand que son père.
E brezhoneg e vez degaset ar renadenn (= complément) gant eget pe evit. Ma taoler ur sell war an ALBB, kartenn 190, e kaver 3 boent hepken gant eget, da lâret eo 4 %, an holl war aodoù Leon, ha 74 poent gant evit, da lâret eo 96 %. E gwirionez eo anavezet eget e pep lec'h, abalamour d'ar brezhoneg iliz ha d'ar c'hantikoù, da skwer : Va Jezuz, kentoc'h mervel / Eget distrei d'ar pec'hed, mes chom a ra dizimplij, ha klevet e vez evit dreist-holl.
Ar geñveriadenn a c'hell kas d'ar rener pe d'ur renadenn amzer, lec'h, etc., setu e c'heller klevet :
Kalz brasoc'h eo Ronan evit e vreur. (rener)
Dec'h e oa bravoc'h an devezh evit hiziv. (amzer)
Un ti didrousoc'h evit e Landerne 'po amañ. (lec'h)
Ur wech all e vo gwelet penaos implij ul lavarenn gant ur verb goude evit.
Pa vez lakaet an anv-gwan a-raok an anv, evit reiñ muioc'h a bouez dezhañ, e vez degaset ar renadenn er memes mod :
Ne oa ket tostoc'h ti-skol eget hini ar C'hleger. (Goulven Jacq)
War ar maez n'eus ket tennoc'h labour evit kargañ teil ba'r c'harr.
Ma vez lakaet an anv-gwan a-raok an anv, ne c'heller ket lakaat ur ger-mell (= article) dirakañ.
B) Derez kevatal (= comparatif d'égalité)
Da skwer : Le Duc de Bordeaux est aussi laid que son frère.
Degaset e vez ar renadenn gant ha, hag, ar peurliesañ, mes ivez gant e-giz hag evel, hervez al lec'hioù. Ur fazi eo degas ar renadenn gant eget pe evit, evel en A)
Da skwer :
Ma, ken loukez hag hemañ 'm boa ket gwelet c'hoazh !
Amañ eo ken treut ar peuri hag/evel/e-giz en tu all d'ar roz.
Hag ar frazenn c'halleg uheloc'h a ro : an Duk Bourdel zo ken vil hag/evel/e-giz e vreur.
Ret eo kaout soñj e vez implijet derezioù kevatal direizh : kement, keit, koulz/kenkoulz, ha setu daou vomm tennet eus kanaouennoù :
(...) a-benn displantañ ul lankon / Kement ha La Tour d'Auvergne (Son al lutun)
Ur re votoù (...) a oa keit o zalonoù / 'vel ac'hann da Gemper (Ton da zañsal)
Evit keñveriañ daou zen, daou dra, meur a dra, meur a zen, hep ma ve resisaet o anoioù, e c'heller implij : an eil hag egile / an eil hag eben / an eil re hag ar re all, pe adlavaret : ken ... ha ken ... :
Ken bras int an eil hag egile = ken bras ha ken bras int.
Gwelet 'm eus an div deus Kerc'hidonoù o paseal, ken fou an eil hag eben atav.
Ken tev ha ken tev 'm eus troc'het an tammoù kig.
Ha plant da bour keit ha keit ar wech-mañ, sapre genaoueg ! (= à distances égales)
Kement ha kement e vo paeet ? (= chacun paiera son écot ?)
Ha delc'her soñj : *ken pell emañ Roazon eget/evit Brest zo ur fazi euzhus.
Lenn ivez : F. Kervella, Yezhadur bras, § 551-555
ALBB : Atlas Linguistique de Basse-Bretagne, Per ar Rouz, 1912-1920