Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A86. Implij niveroù zo e brezhoneg (1)

Distreiñ d'al listenn

A) Levezon ar galleg a vez santet e troioù-lavar a vez skrivet hiziv, evel *div wech brasoc'h, *div wech nebeutoc'h, evit treiñ ar galleg deux fois plus, deux fois moins.
E brezhoneg komzet e vez implijet kazi bep gwech ar ger hanter, dirak un anv-gwan pe un adverb en derez uheloc'h (= comparatif de supériorité), da skwer :
Troc'h din un tamm hanter vrasoc'h, Andrev zo hanter binvidikoc'h evit e c'hoar, me 'm boa evet hanter nebeutoc'h egetañ ivez !
Pa vez kaoz eus niveroù, e ranker deskiñ ar mod da lavaret :
25 zo hanter nebeutoc'h evit 50, ha 100 zo hanter vuioc'h eget 50, gwelloc'h eget *div wech nebeutoc'h na *div wech muioc'h.
Arabat bezañ souezhet gant an implij-se eus ar ger hanter, rak klotañ a ra gant an troioù-lavar alamanteg ha saozneg :
Deux fois moins vite a ranker treiñ en alamanteg gant halb so schnell, hag a glot mod pe vod gant hanter gwestadikoc'h, hag evit lâret deux fois plus petit, deux fois moins grand, d. l. eo hanter vihanoc'h, e vez lavaret e saozneg : half as big.

B) E meur a yezh, evit menegiñ un niver bras-kenañ, e c'heller kemer un niver resis : e galleg ez eo 36 a glever un tamm mat (voir 36 chandelles, il n'y a pas 36 possibilités...), en iwerzhoneg hag e saozneg O' Flaherty ez eo 147 (= 7 + 7 x 20, seizh ha seizh-ugent), e ruseg 1600 (= 40 x 40), etc.
E brezhoneg ez eo ar stumm warn-ugent a laka un niver da c'hwezhañ en un taol :
Lâret 'm eus dit kant gwech warn-ugent (= 2100) tennañ da votoù-koad araok dont en ti !, pezh a zo kalz kreñvoc'h eget kant gwech hepken.
N'eo ket un avañs dit chom d'ober seizh kant tro warn-ugent (= 2700), ma eo tarzhet da saos eo tarzhet !
'Ouezan ket pet gwech warn-ugent on bet o welet ar medisin-se, ha ne ya ket gwelloc'h ganin ! (kreñvoc'h eget pet gwech hepken).