A83. An estlammañ : pegen, na, pebezh
Degaset e vez estlammadennoù gant gerioù disheñvel hervez ma pouez an estlammañ war un anv-gwan pe un adverb (1), un anv (2) pe ur verb (3).
1) Pa glasker pouezañ war un anv-gwan pe un adverb, e tegaser an estlammadenn gant pegen, ar peurliesañ, mes ivez gant na (er Reter) pe gant pe (er Su):
a) Pegen bras eo da di !
b) Pegen divalav eo an hent-mañ !
c) Na vil eo da vragoù !
d) Pe cheuc'h eo !
2) Pa glasker pouezañ war un anv, e ranker gouzout pe ez eo un anv en unander, pe un anv el liester, pe un anv hollek :
Un anv en unander : implijet e vez pebezh, ar peurliesañ, a-wechoù nag un/ur/ul :
a) Pebezh taol kaer ! = Nag un taol kaer !
b) Pebezh hent divalav ! = Nag un hent divalav !
c) Pebezh gwaz !
d) Pebezh lonker !
Un anv el liester pe un anv hollek : implijet e vez nag a :
a) Nag a dud a oa deuet !
b) Nag a logod a oa en ti-mañ !
c) Nag a zour, nag a zour ! (Mac-Mahon)
3) Pa glasker pouezañ war ar verb, ec'h implijer nag a pe nag e :
a) Nag e c'hoarzhe, nag e c'hoarzhe !
b) Nag e c'haloupe pa oa bihan !
c) Nag ez eus deus outo / anezho !
Stummoù an 3) n'int ket anavezet e pep lec'h, mes klevet e vezont stank e Leon hag e Nord-Kerne da nebeutañ.
Lenn ivez : F. Kervella, Yezhadur, § 411-415 ha § 764-765.