Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A82. Muzul un diferañs

Distreiñ d'al listenn

Pa oan o kelenn er skolaj ‒ er bloavezhioù tri-ugent e oa, mes ne soñj ket din e vije aet live galleg ar skolidi war wellaat abaoe ‒ e welen alies pennoù nec'het bugale ar c'hwec'hvet hag ar pempet klas o klask kompren petra a oa kuzhet a-dreñv goulennoù evel ar re-mañ :
a) (Aloys ha Barbara o deus graet a bep seurt prenadennoù) De combien le montant de l'avoir d'Aloys surpasse-t-il celui de Barbara à la fin de la journée ?
b) (Alicia ha Baldwin o deus kemeret daou hent disheñvel, gant daou dizh disheñvel) De combien de temps la durée du trajet effectué par Baldwin excède-t-elle la durée du trajet effectué par Alicia ?
Tra ma eo tort hag hir frazennoù galleg al levrioù, eo aes-kenañ e brezhoneg ober ar goulenn ha respont dezhañ pa vez kaoz a vuzuliañ un diferañs evel er skwerioù uheloc'h ; setu amañ frazennoù am eus bet klevet gwechall :
c) Pegement koshoc'h evidout eo da genderv Joseph ?
‒ Tri bloaz/c'hwec'h miz koshoc'h eo...

d) Pegement muioc'h 'peus paeet da votoù evit ne'z pije graet e Brest ?
‒ Daou-c'hant, tri-c'hant lur marteze...

e) Pegeit muioc'h e lakimp ma paseomp dre Landerne ?
‒ Pas kalz, pemp pe zek munut...

f) Diskouez din pegement ledanoc'h eo an davañcher all ?

Evit ar goulennoù a vez kavet el levrioù matematik galleg, eo kalz aesoc'h ar stumm brezhoneg, ha setu amañ troidigezh an daou c'houlenn uheloc'h :
a') Pegement muioc'h zo gant Aloys eget gant Barbara e fin an deiz ?
b') Pegeit muioc'h e lako Baldwin d'ober e droiad ?

Dre vras e klever pegement + anv-gwan pe adverb en derez uheloc'h (pegement uheloc'h, pegement muioc'h, pegement nebeutoc'h, pegement tevoc'h...), hag evit an amzer ez eo pegeit + muioc'h pe nebeutoc'h.

Diwallit mad memestra, evit un estlammadenn war un anv-gwan en derez uheloc'h, ez eo pegen e ranker implijout :
Pegen brasoc'h eo eget ar wech diwezhañ ma 'm boa gwelet anezhañ !

Notenn : Gwelloc'h e vez atav A eget B e matematik. Al lenner a c'hello, gant sikour Google pe Yahoo pe..., klask skrid orin an danevell A, B and C, gant Stephen Leacock, pe e droidigezh gant Jakez Konan, A, B ha C, embannet war Al Liamm, niverenn 230.