A81. Petra ? Pesort ? Pegen ? (2)
Ar sizhun-mañ e komzin eus matematik da gomañs. Meur a wech em eus bet lennet poelladennoù a seurt-mañ :
Gorread ur park skwergorneg zo 2 400 m². Muzul e hirder zo 60 m. *Petra eo e ledander ?
D'ur goulenn evel Petra eo e ledander ? ne c'heller respont nemet : ‒ Muzul e gostez berrañ eo e ledander, evel ma kaver e galleg : Qu'est-ce que la largeur d'un rectangle ? ‒ La mesure de son côté le plus court.
Evit kaout ar muzul, e ranker goulenn e galleg : Quelle est la largeur du rectangle ?
Pa vez graet goulennoù war ar muzulioù, e c'heller lakaat ar galleg, deus un tu, a ra ar goulenn war an anv, ha yezhoù all evel an alamanteg, ar saozneg hag ar brezhoneg deus un tu all, hag a ra a goulenn war an anv-gwan (uhel, don, hir, ledan, etc) ar peurliesañ, da skwer :
gg : Quelle est la profondeur de ton puits ?
ag : Wie tief ist dein Brunnen ?
sg : How deep is your well ?
bg : Pegen don eo da buñs ?
E brezhoneg e vez klevet neuze pegen + anv-gwan, ar peurliesañ, evel er frazennoù-mañ :
a) Pegen uhel eo ar wezenn-se ?
b) Pegen ledan eo ar park-mañ ?
c) Pegen kozh eo da gi ?
d) Pegen hir eo an daol ?
Hag e fin ar boelladenn uheloc'h, war ar batrom-mañ e vo : Pegen ledan eo ar skwergorneg ?
A-wechoù e c'heller klevet memestra : a') Peseurt uhelder he deus ar wezenn-se ?, mes morse *petra eo uhelder ar wezenn-se ?
Ur gudenn a lojik eo, a gaver e kement yezh a zo : Petra eo an uhelder ? a c'houlenn e vefe termenet ar ger uhelder, ha : Pegen uhel ? Pesort uhelder ? a c'houlenn e vefe roet ur muzul.