Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A80. Petra ? Pesort ? Pegen ? (1)

Distreiñ d'al listenn

Pa vez graet ur goulenn gant petra, e klasker kaout ur respont da dermeniñ un dra bennak ; lakaomp, pa vez degaset deoc'h e dresadenn ziwezhañ gant ho pidoc'hig, ha pa chomit en amzivin, marsupilami pe Amanita phalloïdes ? ne c'hellit nemet ober ar goulenn :
‒ Petra eo ? ‒ Ur jirafenn eo.
Er memes mod e vo klevet an divizoù-mañ :
‒ Petra eo se ? ‒ Trouz 2 cv an amezeg o klask loc'hañ kuit.
‒ Petra eo an dra-mañ ? ‒ Un tamm deus ar paotr-saout am boa divontet bremaik.

Ur goulenn evel hemañ :
‒ Petra eo ar frakell-se ? (= c'est quoi, ce futal ?) a sinifi ivez :
‒ Pelec'h 'peus prenet anezhañ / Digant piv 'peus amprestet anezhañ ? ha pegoulz ? etc...
Diouzh an ton e c'hell bezañ ur rebech ivez : Gwall zivalav eo an otoù-se...
Ma vez kaoz deus liv, ment pe priz an otoù, ne c'heller ket implijout petra : ne c'heller ket lâret : *petra eo e liv er gouloù deiz ?, mes : peseurt liv en deus er gouloù deiz ?
Arabad lâret : *petra eo e vent ?, mes : pesort ment eo ?
Arabad lâret : *petra 'oa e briz ?, mes : pesort priz e oa ?

Evit kaout un anv, ul liv, ur stumm, sifroù (oad, ment, priz, muzulioù a bep sort), n'eo ket petra, mes pe/pesort/peseurt pe c'hoazh pegen ha pegement a vo implijet. Dre vras e klot petra ? gant ar galleg qu'est-ce que ? (evit termeniñ un dra bennak) ha pe/pesort/peseurt ? gant ar galleg quel ?
Setu un diviz all :
‒ Petra eo hemañ ? ‒ Ur maout Lacaune eo.
‒ Pe oad eo ? ‒ Tri bloaz bennak bremañ.
‒ Pesort pouez zo deus outañ ? ‒ Ouzhpenn seizh-ugent lur pouez, a lârfen.
‒ Da be briz e yafe ? / Pesort priz a c'houlennfes deus outañ ? etc.

Sellet ivez ouzh F. Kervella, Yezhadur bras, § 404-405.