Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A79. An derez uhelañ (= superlatif)

Distreiñ d'al listenn

Meur a wech em eus bet lennet tammoù frazennoù teuk evel ar re-mañ :
a) *unan eus ar yezhoù an diaesañ,
b) *n'eo ket ar vro an anavezetañ,
c) *an hent an hirañ,
troidigezh ger evit ger ar galleg : une des langues les plus difficiles, ce n'est pas le pays le plus connu, le chemin le plus long. E galleg, pa vez implijet an anv-gwan (= adjectif) en derez uhelañ goude an anv, e vez lakaet ar ger-mell (= article) etre an anv hag an anv-gwan : une langue difficile, la langue la plus difficile.
Mes ne vez ket heuliet ur seurt reolenn e brezhoneg, da skwer :
d) ur yezh diaes, ar yezh diaesañ
e) un den kourajus, an den kourajusañ,
Hag an tammoù frazennoù uheloc'h zo da vezañ difaziet evel-henn :
a') Unan eus ar yezhoù diaesañ
b') N'eo ket ar vro anavezetañ
c') An hent hirañ.

Pa vez implijet an anv-gwan evel doareenn (= attribut) pe evel anv, e vez lakaet ar ger-mell araozañ, ar peurliesañ :
Kavout ar maen-bonn a vo an diaesañ, an hirañ zo bet a oa gortoz ar medesin.
E Bro-Dreger ha Kerne-Uhel e kaver a-wechoù an doareenn hep ger-mell :
‒ Pehini deuzoc'h a oa an hini goshañ ?
‒ Alexandrine 'oa koshañ. (Bulat)

Un nebeud anoioù-gwan en derez uhellañ a c'hell bezañ lakaet a-raok an anv, hep ger-mell ; c'hoarvezout a ra dreist-holl evit gwashañ, fallañ, gwellañ, hag ivez kentañ ha diwezhañ :
Kentañ tro ma welin anezhañ..., gwellañ tra zo d'ober..., hennezh eo fallañ den am eus bet kavet war ma hent.
Diaesañ tra zo war ar bed / C'hoari ur plac'h gant ul lost koue'et (Rimadell)
Hag ivez :
Gwashañ taol fall 'm eus graet biskoazh
Diwiskañ ma mamm-gozh en noazh
(Kanaouenn).