Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A77. Ar rakgerioù : re- galleg, ad- brezhoneg

Distreiñ d'al listenn

Degouezhet eo bet din en em gavout gant gerioù souezhus evel *adanavezout pe *ober un adklask, skrivet moarvat evit treiñ ar verboù reconnaître pe effectuer une recherche.
Ret eo diwall mad a-raok en em lakaat da skrivañ nevezc'herioù brezhoneg, rak ma klot ar peurliesañ ar rakger (= ) ad- gant un ober a vez graet evit un eil gwech, e brezhoneg, n'eo ket gwir, pell alese, evit ar rakger re- (pe ré-) e galleg.

1°) Klotañ a ra ar rakgerioù brezhoneg ad- ha galleg re- e verboù pe anoioù evel ar re-mañ :
Adlenn, adkemeret, adlavaret, addimeziñ, adskrivañ, adober, adsevel a glot gant ar galleg : relire, reprendre, redire, (se) remarier, réécrire, refaire, reconstruire, da lavaret eo e tiskouezont o-daou un ober a vez graet evit un eil gwech da nebeutañ. Gwir eo evit un toullad mat a c'herioù all, trawalc'h eo digoriñ ur geriadur evit kavout anezhe.
Ur remerk, memestra : ma kaver stank ar verboù en ad- e Bro-Dreger hag e Kerne-Uhel, ne glever ket kalz an ad- -se e brezhonegoù ar Gornaoueg. Klevet e vez ober en-dro, sevel en-dro kentoc'h evit adober pe adsevel.

2°) Kalz gerioù galleg en re- (pe ré-) n'emañ ket o far brezhoneg en ad- : Evit distreiñ d'al linenn gentañ, an daou verb galleg connaître ha reconnaître a vo troet gant ar memes verb anavezout :
Anavezet em boa anezhañ pa oan o labourat en Oriant, mes gant e varv hag e lunedoù ne 'm bije ket anavezet anezhañ : an anavezet kentañ zo da dreiñ gant connaître, hag an eil gant reconnaître.
Araok dastum ar sivi e lakin ur varazh da zastum dour an doenn : an dastum kentañ a vo troet gant cueillir, an eil gant recueillir.

3°) Bezit war-soñj, araok treiñ ur ger e brezhoneg :
Repasser : Adtremen dirak an ti pe ferañ/houarnañ ur roched ?
Reposer : Adpozañ un dra bennak, pe diskuizhañ, gourvez, dilaviñ ?
Repousser : Kentoc'h evit advountañ : Kaset 'm eus pelloc'h ar stoiad-se, adkresket eo ma barv abaoe kreisteiz...

Arabat dreist-holl krouiñ gerioù diwar o stumm galleg : répondre ha réfléchir ne vezint morse addozviñ hag adplegañ !