A75. Kaout, kavout, hag an anv-verb tremenet (2)
B) An anv-verb tremenet
1) Evit distreiñ d'ar goulenn a oa e penn kentañ ar pennad-mañ, ne c'heller ket reiñ ur reolenn a vefe gwir e kement yezh a zo evit implijout ar verb-skoazell. N'eus nemet keñveriañ :
Bzg : Me zo bet/... on bet, verb bezañ,
Gg : J'ai été, verb avoir,
Szg : I have been, verb to have = avoir,
Alg : Ich bin gewesen, verb sein = bezañ,
evit gwelet ne c'heller ket divinout peseurt verb-skoazell a vo implijet en ur yezh bennak.
Ma, evit an anv-verb tremenet e brezhoneg eo aes : atav e vez savet gant harp ar verb bezañ, da skwer :
O, me 'm eus keuz bezañ kinniget ar priz-se dezhi !
Goude bezañ aret tout ar park en un devezh, ne gave ket en doa graet trawalc'h.
War-lerc'h bezañ dozvet eo d'ar yar kanañ, n'eo ket a-raok ! (= ne pas vendre la peau de l'ours...)
2) E c'heller kavout an anv-verb tremenet e penn kentañ ur frazenn, evit un dra a vije bet mad ober, ha n'eo ket bet graet, gant un arliv a rebech alies er frazenn :
Ma, bezañ troet ma zeod em beg a-raok kaozeal... (= j'aurais dû tourner ma langue...)
Bezañ lakaet botoù skañv, e-lec'h chom da glemm gant he botchoù tomm (= elle aurait pu mettre...)
Bezañ cheñchet micher, ma ne blije ket dezho ar pezh a raent (= ils auraient dû changer...)
Lenn ivez : F. Kervella, Yezhadur bras, §185, ha J. Gros, levrenn III, p. 185.
Poell. Treiñ : Après avoir chanté le service de huitaine, le curé était rentré tout seul au presbytère. Il aurait pu suivre les hommes au service « rouge », tout de même ! (Notenn : ar servij ruz a oa evit ar baotred nemetken, en ostaleri !)