Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A74. Kaout, kavout, hag an anv-verb tremenet (1)

Distreiñ d'al listenn

Ur goulenn a oa bet savet ouzhin n'eus ket keit all : Petra zo kaoz e vez lavaret :
a) kaout amzer
b) kaout mab ha merc'h
c) goude bezañ prennet an nor
d) ret eo bezañ labouret e-pad pell,
pa implijer ar verb avoir hepken e galleg :
a) avoir le temps
b) avoir un fils et une fille
c) avoir fermé à clef
d) avoir travaillé longtemps ?

N'eo ket en ul linenn hepken e c'hellan ober an dro eus ar gudenn-se.

A) Treiñ trouver hag avoir.
Skrivet e vez daou stumm disheñvel, kavout ha kaout, mes pa seller ouzh an ALBB, kartenn 360, e weler diouzhtu ne vez graet an diforc'h-se neblec'h etre an daou anv-verb (= infinitif). Klevet e vez ar memes distagadur kawt, kowt, kat gant a hir, evit an daou e 65 poent diwar 77. En 12 poent a chom, holl e Bro Gwened, e vez klevet kavet evit trouver, ha bout, pe ur stumm a denn dezhañ, evit avoir.

Pa zispleger an daou verb, e raer mad an diforc'h :
Kaout amzer, amzer am boa ; kaout bugale, bugale 'peus ?
Kavout diaes, diaes e kavan ; kavout kerse, ho merc'h a gavo kerse.
N'eus nemet en anv-verb e vez mesket an daou zistagadur en ouzhpenn an tri-c'hard eus Breizh-Izel. Evit diskouez mad eus pesort verb zo kaoz, e vez graet an diforc'h e skritur an anv-verb. Ar verb kavout a vez displeget war ar wrizienn kav-, hag evit ar verb kaout/bout, ez eo stummoù ar verb bezañ/bout a vez implijet (eus, oa, etc.).

Arabad da brezhonegerien KLT bezañ souezhet dirak bommoù evel bout argant, bout amzer, bout bugale (a c'hell sinifiañ bezañ bugale kement ha kaout bugale) a glever e Bro Gwened, na kennebeut dirak pozioù Madame La Frontière, kanet gant Bejeb Penses-tu, deus Langidig, embannet gant Dastum tregont vloaz zo :
Bout a ran chas e toull ma dor
Bout a ran koer em armener


Taoler ur sell war : P. Le Roux, ALBB, kartenn 360 (trouver/avoir) ha 80 (il y a).