A72. Il me reste... Chom a ra din ? Chom a ra ganin ?
Dichañset eo bet din degouezhout gant frazennoù evel homañ :
Aet eo Liza d'ober prenadennoù gant ur bilhed 20 € en he godell. Prenet he deus ur stilo, merket 3.95 €, ha tri gaier, 1.25 € an tamm. *Pegement a chom dezhi pa zeu en-dro ?
1) Pa chom un dra bennak e dalc'h ganeoc'h, pe en ho kerz, e vo implijet gant :
Chom a ra ur bilhed dek ganin c'hoazh.
Chom a ra un hanter-lur amann ganez en da frigo : peadra d'ober ar gwign az poa prometet.
Hag ar goulenn, uheloc'h : pegement a chom ganti pa zeu en-dro ?
2) Pa chom un dra bennak d'ober, e vo implijet da :
Chom a ra din da goarañ an daol.
Chom a ray da Alan da brenañ ur velo nevez gant an digoll-se.
Implijet e vez chom da ivez pa chomer perc'henn war un dra bennak :
Gwerzhet am eus douaroù ma zud ; chom a ra din an ti kozh hag al liorzh hepken. (An ti kozh hag al liorzh zo din, perc'hentiezh)
3) Un doare ispisial da implijout chom da :
E galleg ec'h implijer ar memes verb continuer evit daou ober hag a zo disheñvel e spered ar vrezhonegerien :
a) Pierre a continué à m'écrire pendant longtemps.
b) J'ai continué à recevoir ses lettres pendant longtemps.
E brezhoneg e vez graet un diforc'h, hervez ma vez ur striv a-berzh rener ar verb en ober merket pe ne vez ket :
a') Per en deus dalc'het da skrivañ din e-pad pell (ur striv eus e berzh eo an ober skrivañ : continuer = delc'her pe kendelc'her).
b') Chomet on da resev lizhiri digantañ e-pad pell (striv ebet eus ma ferzh pa resevan un dra bennak : continuer = chom da).
Klevet e vez ivez : chomet on da gaout poan gein abaoe, chomet on da gaout keuz, etc.
Poell. Treiñ : Continue, mon petit gars ! Mais si j'avais continué à picoler autant que toi, je n'aurais jamais gagné autant de tours de France ! (Bernard Hinault)