Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A71. An dalc'h

Distreiñ d'al listenn

Alies e vez fazioù gant an deskarded a-gaozenn e vez implijet ar memes verb avoir e galleg evit daou dra disheñvel e brezhoneg :
a) Jean a une casquette neuve aujourd'hui.
b) Jean a les yeux bleus.

E brezhoneg e vez klevet :
a) Ur gasketenn nevez zo gant Yann hiziv (aes eo gwelet eo nevez ar gasketenn war e benn, mes n'ouzer ket hag-eñ eo unan bet prenet gantañ, pe unan amprestet, pe unan laeret, etc.)
b) Daoulagad glas en deus Yann (ul lodenn eus e gorf eo, ne c'hell ket cheñch liv e zaoulagad evel ma cheñchfe kasketenn !)

Komzet e vez eus dalc'h evit ar pezh a zo e-kerz unan bennak, ar pezh a zeu d'e heul, ar pezh a zeu asambles gantañ, hag a c'hell en em zizober deus outañ aes a-walc'h ; implijet e vez neuze ar verb bezañ + gant.
An dalc'h zo da enebiñ ouzh ar berc'hentiezh, evit ar pezh oc'h perc'henn warnañ, ha ne c'hellit ket en em zizober dioutañ buan, merket gant ar verb kaout.
Lunedoù-heol zo ganin, rak daoulagad sklaer am eus. (e c'hellan tennañ ma lunedoù, mes ne c'hellan ket cheñch ma daoulagad)
Ur bilhed dek euro zo ganin (em dorn, em godell, em sac'h, etc.) hag ouzhpenn dek mil euro am eus a-hend-all (war ma c'hont-bank, em fres, koachet mad etre al liñselioù, etc.)
Fiat Panda ma merc'h zo ganin ar sizhun-mañ (ouzh ar rod-stur emaon, lakaomp) peogwir ne ya ket mad ma oto ; eya, ur Bentley am eus abaoe 2003.
Ret eo diwall mad : frazennoù evel *daoulagad du zo gantañ, *kigennoù solut zo ganin, etc. zo estren da doare-soñjal ar Vretoned.

Ar c'hleñvedoù-red (ar re a c'houzañver gante e-pad un nebeud devezhioù hag a laosker gant unan bennaket all) a c'hell bezañ implijet evel dalc'h, mes n'eo ket gwir e pep lec'h :
Ar grip zo ganin, me a oa ar waskenn ganin en deizioù-se (J. Gros), hag ivez : ne oa ket e anaoudegezh ganti.

E-kichen se ez eo ar verb kaout a implijer evit ar pezh a vez santet :
aon am eus, anoued 'peus, debron en deus, c'hoant rechetañ he doa, etc., ha n'eo ket *aon zo ganin, *debron zo gantañ, etc.

Lenn ivez : J. Gros, levr. 1, p. 186-188.

Poell. Treiñ e brezhoneg : J'ai un couteau Opinel au fond de la poche pour éplucher les pommes, mais je possède par ailleurs un pistolet 11.43 mm pour effrayer les pigeons.