A70. Da welet ? Evit gwelet ? (2)
Gwelet hon doa ar sizhun paseet an diforc'h a zo etre ur pal gwan degaset gant da hag ur pal kreñv degaset gant evit. Splannoc'h eo c'hoazh an disparti etre an daou bal pa vez eilpennet ar frazenn. Desket zo bet deoc'h e vez lakaet al lodenn bouezusañ e penn kentañ ur frazenn, setu e c'heller lakaat ar pal er penn kentañ ; padal eo direizh an div frazenn-mañ :
a) *Da vont buanoc'h e tremenimp dre Lesneven.
b) *Da bakañ e zen e kuzhas an diamantoù faos.
Eilpennomp an div frazenn a oa er pennad, ar sizhun paseet :
c) *D'ober pezh a garfe gantañ em eus roet dezhañ an toaz a chome.
d) Evit ober ur gwign amann gantañ em eus roet dezhañ an toaz a chome.
Perak eo direizh ar c) ? E c'heller atav lakaat al lodenn bouezusañ eus ar frazenn er penn kentañ, nemet n'eo ket pouezus ober ar pezh a garfe gantañ, e-skoaz reiñ an toaz a chome, setu ne gaver ket lojik ur frazenn hag a grog gant ur strollad hep talvoudegezh.
Er c'hontrol, e d) e kroger gant ur pal resis, ober ur gwign amann, ar pezh a zo naturel.
En div frazenn a) ha b) ez eo ur pal resis a vez lakaet e penn ar frazenn : mont buanoc'h, ha pakañ e zen. An araogenn a zo da vezañ lakaet eo evit :
a') Evit mont buanoc'h e tremenimp dre Lesneven.
b') Evit pakañ e zen e kuzhas an diamantoù faos.
Menegomp ur fazi all : ne c'heller ket implijout a-benn evit hini ebet eus an daou seurt pal.
Da lenn : Notennoù Yezhadur, Al Liamm, p 75-78.