Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A69. Da welet ? Evit gwelet ? (1)

Distreiñ d'al listenn

An taol-mañ e krogimp gant un taol-arnod soñjerezh (= expérience de pensée), rak mechañs n'omp ket falloc'h evit Bohr, Einstein, Heisenberg, hag all, hag all !

Emaoc'h oc'h ober ur wastelenn (ur gwign, ur gachenn, katev, etc.) dindan selloù lemm Kondin (ho mab/mab bihan/breur bihan/niz/amezeg yaouank). Chom a ra un tamm toaz a re ganeoc'h, ha setu petra a c'hellit lavaret ur c'hardeur goude, en ur gomz eus ar paotrig :
a) Roet am eus dezhañ an toaz a chome, d'ober ar pezh a garfe gantañ.
b) Roet am eus dezhañ an toaz a chome, evit ober ur gwign amann gantañ.

En div frazenn-se e kaver ur pal dindan stumm ur strollad anv-verb : a) ober ar pezh a garfe, b) ober ur gwign amann. Anat eo e vez santet un arliv kreñv etre an daou bal-se :
An hini a) zo diresis, komzet em eus bet c'hoazh eus « pal gwan » evit hennezh : e gwirionez, n'oc'h ket nec'het gant ar pezh a raio ar paotr gant an toaz, ober ur gwign, reiñ anezhañ d'ar c'hi, kas anezhañ war al loar gant e fuzeenn, etc.
An hini b) zo resis kenañ, hag anvet em eus bet hennezh « pal kreñv » : Kondin zo mennet da zeskiñ ar mod d'ober kwign amann, pe c'hwi eo ho peus lakaet en ho soñj deskiñ dezhañ penaos ober, mes ma ne vez ket graet ur gwign amann gant an toaz-se, e trenko an traoù mod pe vod.

E brezhoneg e vez santet mad an diforc'h etre an daou bal-se, a-gaozenn da implij div araogenn disheñvel, da hag evit, evel er frazennoù amañ da heul :
a) Aet e oamp betek Lanniliz, da welet hag-eñ edo c'hoazh an tour e-kreiz an iliz (= da douristañ, d'ober hon pennoù kurius, pal gwan).
b) Aet e oamp betek Pluguen, evit gwelet an uzin Krampouz nevez (hag evit prenañ ur billig tredan kement hag ober, ur pal resis eo).
a) Ale, ur banne diwezhañ da lazhañ ar preñv ! (pal gwan, un digarez eo e gwirionez evit tañva ur banne hini kreñv ouzhpenn).
b) Prenet em eus louzoù e ti an apotiker evit lazhañ e breñv d'ar c'hazh (amañ n'eo ket un digarez, poent bras eo sikour ar paour-kaezh kazh d'en em zizober eus an taenia-se, pal kreñv).

Lenn ivez : F. Kervella, Yezh. bras, § 612.

Poell. Treiñ : De la réclame pour Krampouz, aujourd'hui ! Décidément, tu es prêt à tout pour te faire offrir une douzaine de crêpes gratuitement !