Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A66. Klaskit mad, tudoù !

Distreiñ d'al listenn

E kemennadennoù ar c'hazetennoù e kaver alies ar ger klask (verb pe anv) implijet a-dreuz, da skwer, er c'hinnigoù-labour-mañ :
*emañ Diwan o klask war ur c'helenner...
*klask zo war un den a vo atebeg...
*emañ Diwan o klask war-dro ur c'helenner...

1) Ar VERB klask.
a) Ar peurliesañ e vez implijet evel verb kreñv, gant ur renadenn-dra eeun (= COD) :
Emaon o klask ma alc'hwez e strad ma sac'h.
Yann 'klask e varc'h, hag eñ war e gein (krennlavar, evit un den ha ne wel ket un dra dispak dirak e zaoulagad)
Hag an teir frazenn uheloc'h :
Emañ Diwan o klask ur c'helenner...
Emaer o klask un den a vo atebeg...
Emañ Diwan o klask ur c'helenner...

Evit treiñ doare gourc'hemenn ar verb trouver, ez eo atav klask a ranker implijout :
Trouvez le prix de chaque livre = klaskit priz pep levr.
b) An arliv klask war-lerc'h :
Pa vezer o klask un den, el lec'hioù ma eo sañset bezañ, er gêr, war e labour, en ostaleri, etc., e c'heller implijout ar framm klask war-lerc'h unan bennak (gwir ivez a-wechoù evit un dra).
Ur frazenn am eus bet klevet alies gant ma mamm o komz d'an amezegez : un' bennak zo bet o klask war da lerc'h, mes n'evedos ket er gêr.
Ha ma eo normal mont da glask war-lerc'h ar c'helenner fizik e sal ar gelennerien, ne c'heller ket *klask war-lerc'h ur c'helenner da ginnig dezhañ ur post labour (na *klask war-dro).

2) An ANV klask : klask zo war...
Lavaret e vez ez eus klask war unan bennak pa vez roet ur gefridi resis d'un nebeudig tud : kavout ha degas an den-se en-dro (d'ar gêr, pe d'ar prizon, d'ar c'hazarn, etc.)
Klask zo war ur plac'h pemzek vloaz a zo aet kuit eus ti he zud...
Klask zo war an hini en doa graet un hold-up e bourk Tremargad dec'h.
Ne c'heller ket implijout klask zo war en ur c'hinnig labour.

Evit an traoù, e vez implijet klask zo pa vank eus an traoù-se :
Klask 'vo war an avaloù-chistr ar bloaz-mañ (= il y aura pénurie...)

Poell. Treiñ : ‒ Je cherchais Fañch, mais il n'est pas chez lui.
‒ C'est vrai, je l'ai vu qui allait chercher son journal au bureau de tabac.