Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A65. Nag a vec'h gant ar galleg vous !

Distreiñ d'al listenn

N'eus ket keit all em boa lennet ar frazenn souezhus-mañ : *prest omp d'ho reiñ titouroù war ar stignad-mañ... Ur fazi diwar ar galleg, dre ziouver a analiz war gefridi ar raganv-gour (= pronom personnel) vous, moarvat, evit treiñ : nous sommes prêts à vous donner...

E galleg, ouzhpenn rener ar verb, e kaver ivez vous implijet evel renadenn-dra eeun (= COD, complément d'objet direct), hag evel renadenn-dra dieeun (= COI, complément d'objet indirect).

1) vous a c'hell bezañ COD, da skwer :
Je vous entends bien, nous sommes prêts à vous écouter, je vous supplie, jeunes gens...
Reizh eo implijout ho amañ : doare kozh ar brezhoneg eo, chomet e aodoù Leon hag e Gwened :
Ho klevet a ran mad, prest omp d'ho selaou, m'ho suppli, tud yaouank...
(Doare nevez : klevet a ran ac'hanoc'h, etc.)

2) vous a c'hell bezañ COI :
Je vous donne ces cinq francs, nous vous adressons une deuxième lettre, Édouard vous demande de la fermer...
Ne c'heller ket treiñ vous gant ho, amañ. Ar peurliesañ e raer gant un araogenn displeget : Reiñ a ran deoc'h an ugent real-mañ, kas a reomp un eil lizher deoc'h, emañ Édouard o c'houlenn ganeoc'h stankañ ho forn..., hag evit ar frazenn gentañ : prest omp da reiñ titour deoc'h.

Diwallit, memestra ! E c'heller kaout ur COD e galleg hag ur renadenn-dra dieeun e brezhoneg :
Mademoiselle, j'aimerais vous embrasser = Dimezell, me 'garfe pokañ deoc'h.
Je vous regarde depuis une heure = Un eur zo emaon o sellet ouzhoc'h.

Evit distreiñ d'ar frazenn gentañ, gouzout a ran eo falloc'h-fallañ ar galleg a glever war ar radioioù : « Est-ce que la pensée de Bergson n'est-elle pas... » war France-Culture (Paour-kaezh Bergson !) pe c'hoazh « Les quatre Zéléments d'Aristote » gant ur prederour war France-Inter. N'eo ket abalamour ma eo dizesk lod eus ar c'hallegerien war o yezh e rank en em ziskouez ken dizesk all, war ar galleg, ar re a skriv e brezhoneg !

Poell. Treiñ : – Je vous demande de vous taire ! (E. Balladur)
– Jeune homme, nous n'avons pas peur de vous !