Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A62. Verb damskoazellañ displeget e penn ur frazenn (1)

Distreiñ d'al listenn

Graet e vez verboù damskoazellañ (= semi-auxiliaires) eus verboù o deus un anv-verb da renadenn, degaset a-wechoù gant ar rannig-verb o/é pe un araogenn, da ar peurliesañ : rankout skrivañ ur pennad evit YA, bezañ o c'hoarzhin, mont da goronkañ, etc. Lod anezhe a c'hell bezañ displeget e penn kentañ ur frazenn.

A) Bezañ.
Bezañ, displeget e penn kentañ ur frazenn, ne c'hell ket bezañ kemeret dindan ar stummoù zo, (e) vez, (ez) eus, (ez) eo, mes atav dindan ar stumm emaon/ec'h on, emaout/ec'h out, emañ, emaomp/ec'h omp, emaoc'h/ec'h oc'h, emaint, emaer/ec'h eur, en amzer-vremañ, hag e oan/edon/evedon, etc., en amzer dremenet.
E c'heller kaout anezhañ :
gant ar rannig verb o/é (stumm war ober = forme progressive, être en train de...) : Emaon o skubañ al leur-zi, emaout o tont ?
pe gant an araogenn da (raktres, amzer da zont tost) : Emaomp da vont kuit goude kreisteiz (= nous devons partir..., ur raktres eo, n'omp ket oblijet...)

Penaos ober ar choaz etre e oan o skubañ hag o skubañ e oan ?
1) Ar verb er penn kentañ a bouez war padelezh an ober. Alies, er gaoz e vez klevet frazennoù o kregiñ gant :
E oan o soñjal..., e oan o klask gouzout..., e oan é klask kompren..., e oan é lâret..., etc. Un den en amzivin eo a zo o komz, an ober (soñjal, klask gouzout...) n'en deus ket kalz a bouez. E-skoaz se, ar respont d'ar goulenn Petra 'oas oc'h ober ?, Oc'h ober petra 'oas ? a lako verb an ober er penn kentañ : O skubañ e oan.

2) E c'heller lakaat c'hoazh ar verb bezañ er penn kentañ pa vez un ober padus, hag un darvoud(ig) o c'hoarvezout a-greiz-tout :
E oan/edon/evedon o koarañ al leur-zi pa oa deuet ar c'hi gant e bavioù lous.
E oamp da gomañs an eost pa oa bet klevet ar c'heloù.
Evedo oc'h echuiñ peñturiñ he bolejoù, ha dao ! drailhet he skabell dindani...

Poell. Treiñ : Je me demandais... Crois-tu que Cahuzac est actuellement en train de repiquer des cheveux sur le crâne d'un client ?

Lakait ho fri ivez e-barzh an ALBB, P. Le Roux, kartenn 63 (emaon/ec'h on) ha 66 (e oan, edon, evedon, emedon).