Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A61. Penaos treiñ jamais ? (2)

Distreiñ d'al listenn

B) Jamais (en ul lavarenn asantiñ)
Implijet e vez ar gerioù biskoazh, biken, morse, gwech ebet evel en A), da skwer :
Gwashañ taol fall 'm eus graet biskoazh / Diwiskañ ma mamm-gozh en noazh (kanaouenn)
Hemañ eo ar bravañ ranndi a gavin biken/morse/james er gêr-mañ.

Evit treiñ si jamais... e kaver troioù ispisial : Ma tegouezh dit gwelet anezhañ..., ma tichañs deoc'h mont da Rosko..., ma teuan da bakañ anezhañ...

C) Jamais en ur goulenn pozitivel (ma vez un nac'hadenn er goulenn, e vo evel en A) : implijet e vez ur wech bennak.
Avez-vous jamais été à Minsk ? Bet oc'h (bet) e Minsk ur wech bennak ?
Arriveras-tu jamais à l'heure ? Erruet a ri d'an eur ur wech bennak ?

D) A bep sort
Evit kreñvaat an nac'hadenn en amzer da zont e vez klevet biken-james alies :
Biken-james ne 'z in da Las Vegas ! (= au grand jamais...)

Alies e vez lennet (ha klevet !) estlammadennoù souezhus hag euzhus troet diwar ar galleg, evel *digredus ! evit treiñ incroyable ! Ma, laoskit an *digredus-se er c'horn eus hoc'h empenn a servij deoc'h da gomz galleg, ha lavarit kentoc'h : Biskoazh ! Biskoazh c'hoazh ! Biskoazh kemend-all ! etc.

Biskoazh a vez implijet a-wechoù war-lerc'h ar gerioù goulenn piv, penaos, pelec'h, etc, evit kreñvaat ar goulenn, evel e galleg qui diable, où donc, etc. (Ral ! Kalz stankoc'h e vez klevet piv an diaoul, pelec'h ma Doue, etc.)
Piv biskoazh en deus kontet dit an dezenn-se ? Qui donc t'a raconté cette fable ?

Lenn ivez : F. Kervella, Yezh. bras, §538.

Poell. Treiñ : C'est incroyable ! Tu n'es jamais allé à Plourac'h ? La vie existe au sud de la N 12, tout de même !