A60. Penaos treiñ jamais ? (1)
A) Ne ... jamais (en ur frazenn-nac'h).
Setu amañ un daolenn hag a ro adverboù da dreiñ jamais :
| a) En amzer dremenet | BISKOAZH, gwech ebet, morse, james |
| b) En amzer vremañ | gwech ebet, morse, james |
| c) En amzer da zont | BIKEN, gwech ebet, morse, james |
Da skwer :
a) Ne 'm boa ket gwelet an dra-se biskoazh/morse/gwech ebet.
b) N'an ket morse da Landreger.
c) Biken ne 'm bo avaloù ken kaer hag e 2011.
Diwallit !
1) Plas ar ger biskoazh, morse, etc. E galleg, evit an amzerioù kevrennet (= temps composés) e vez lakaet jamais etre ar verb-skoazell (= auxiliaire) hag an anv-gwan-verb : je n'ai jamais vu cela, pe : en partant à 10 heures, il n'aurait jamais pu avoir son train.
E brezhoneg Kerne-Leon-Treger eo divalav lavaret :
d) *Ne 'm boa biskoazh/morse gwelet an dra-se.
e) *en ur vont kuit da zek eur, n'en dije biken/morse gallet tapout e dreñ.
E ranker lavaret :
d') Biskoazh/morse ne 'm boa gwelet an dra-se, pe an a) uheloc'h.
e') En ur vont kuit da zek eur, n'en dije ket gallet biken/morse tapout e dreñ.
2) Gant an doare-divizout (= conditionnel) ez eo un ober en amzer da zont a zo e gwirionez, alese ar stumm biken. (frazenn e')
3) Ce n'est jamais qu'un moment difficile à passer : n'eo nemet ur mare diaes da dremen, pelloc'h/a-benn ar fin.
Da lenn ivez : P. Le Roux, ALBB, kartennoù 94 ha 95 : jamais. (Klevet e vez gwech ebet kalz aliesoc'h eget n'eo merket war an div gartenn)
Notennoù Yezhadur, Al Liamm, J. Konan, p. 21-22.