Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A58. Ar genlakadenn o + anv-verb er penn

Distreiñ d'al listenn

Amañ e vo studiet ar genlakadenn (= apposition) lakaet e penn ur frazenn, da lâret eo dispartiet diouzh ar rest eus ar frazenn gant ur virgulenn, ha n'eo ket ar stumm war ober, evel o labourat emaon. Un tamm mat a fazioù zo bet graet er skridoù, dre ma klaske an oberour treiñ troioù galleg evel sachant cela, connaissant l'individu, voyant ma mine défaite, etc, gant ar stumm o + anv-verb, alese ar frazennoù teuk-mañ :
a) *O tegouezhout er c'hazarn ar mintin war-lerc'h, e klevis ar c'heloù.
b) *O kemer e werenn en un dorn, e teuas betek ennon...
c) *Antronoz, o lezel an dud da ober cher vat, e kemeris karr-tan va breur.
d) *O c'houzout eo 8.9 douester ar c'houevr, kavit mas hollek...
e) *O sevel va daoulagad diwar va c'hazetenn, e welis un den...

Ar reolenn eo homañ : Ne c'heller implijout ar genlakadenn o + anv-verb e penn ur frazenn nemet gant ar pevar verb-mañ : gwelet, klevet (stank), santout, c'hwesha (ral). Da skwer :
O welet ma neuz distronk, e oa tostaet ouzhin.
O klevet an dra-se, 'm boa graet ul lamm war ma c'hador.

Penaos gwellaat ar pemp frazenn uheloc'h ? Er frazennoù a) hag e) eo kempred an daou ober degouezhout ha klevet, ha : sevel ha gwelet ; e c'heller implijout en ur.
E b) ha c) eo dispartiet en amzer an daou ober kemer ha dont, ha : lezel ha kemer. Implijomp goude, da skwer.
En d) e c'heller kregiñ gant pa, pe dre ma :
a') En ur zegouezhout er c'hazarn...
e') En ur sevel va daoulagad...
b') Goude bezañ kemeret e werenn....
c') Antronoz, goude bezañ lezet an dud...
d') Pa ouzer/pa oar an den eo 8.9 douester ar c'houevr, klaskit mas hollek... (Diwallit ! E galleg e vez implijet an doare-gourc'hemenn trouvez, trouver, mes e brezhoneg eo klask a ranker ober !)

Poell. Treiñ : connaissant le bonhomme, je savais qu'il aurait une heure de retard.

Lenn ivez : Notennoù yezhadur, Al Liamm, p 50, C - 1 - d)