Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A57. Oc'h ober ? en ur ober ? traoù all ?

Distreiñ d'al listenn

Alies e kaver fazioù yezh abalamour d'ur meskaj evel etre an div frazenn-mañ :
a) Gwelet am eus Yann o vont e kêr.
b) Gwelet am eus Yann en ur vont e kêr.

En div frazenn, ez eo ar memes rener, me, hag ar memes renadenn-dra (= COD),Yann. E pep frazenn, ez eus daou ober kempred (= simultané), gwelet ha mont ; en a), e verk an anv-verb degaset gant o un ober graet gant ar renadenn Yann (Yann a oa o vont e kêr), pa verk en b) an anv-verb degaset gant en ur un ober graet gant ar rener me (me a oa o vont e kêr).
E c'heller kaout an daou er memes frazenn : En ur vont d'ar Vergozh em eus sourprenet Kevin o laerezh per e jardin an Alaouret.

Da ziwall zo ! (re aes e vije a-hend-all.) Ma c'heller implijout ar stagell en ur gant n'eus forzh pesort verb, ar framm renadenn-dra + o + anv-verb ne c'hell bezañ implijet nemet war-lerc'h ar verboù-mañ :
1) Ar verboù merzout hag ar re a denn dezhe : gwelet, klevet, santout, c'hwesha, sellet, selaou, remerkañ, taoler evezh, etc.
2) Ar verboù a verk ur gavadenn : kavout, degouezhout/en em gavout gant, pakañ, tapañ, sourpren, etc.
3) Ar verboù a denn d'an taolenniñ : diskouez, skeudenniñ, ha, nevez er yezh, poltrediñ, filmañ, enrollañ, etc.

Setu e c'heller lavaret : gwelet/filmet/tapet am eus Kevin o kas mesper gantañ, mes ne c'heller ket lavaret *Skandalet am eus Kevin o laerezh prun e Kerdrevel, na : *Galvet am eus Kevin o paseal hebiou an ti, rak skandalañ ha gelver n'emaint ket e-touez ar verboù meneget uheloc'h. Ret e vo lâret :
Skandalet am eus Kevin a oa o laerezh prun e Kerdrevel, ha :
Galvet am eus Kevin a oa o paseal hebiou an ti.

Poell. Treiñ : Je vois le chat qui chasse les souris en se cachant dans l'herbe.

Da lenn : F. Kervella, Yezh. bras, §281 k) ha d), §285.
Notennoù yezhadur Al Liamm, p 52, c)
J. Gros, levrenn I, p 207, 3-