Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A56. Soñjal e brezhoneg : an daou ober permettre ha empêcher (2)

Distreiñ d'al listenn

Ar sizhun paseet hon doa gwelet e oa ret sevel ur goulenn a-raok treiñ an daou verb permettre hag empêcher : daoust hag-eñ e c'hell o rener diskouez ur volontez bennak pe ne c'hell ket ? Un den, ul loen a-wechoù, a c'hell diskouez o bolontez. Un dra, un droug, ur c'hleñved, un doare ober ne c'hellont ket, ha setu ar seizh frazenn reizh :
a) Gant an alc'hwez-se e c'helle mont e ti e amezeg.
b) Jean Louis ne ro ket koñje d'e verc'h da chom er-maez da unnek eur.
c) Gant ar formulenn e c'heller kavout mas ar sodiom.
d) Ne c'helle ket kousket gant an naon.
e) Ar c'hi a vir ouzh paotr al lizhiri a vont e-barzh.
f) Kevin ne c'hell ket azezal abalamour d'ur mell hesked.
g) Harzet am eus an hini bihan a vont en dour.

Aze e weler mad an diforc'h bras etre doare soñjal ar brezhoneg hag hini ar galleg : e galleg e c'hell gerioù evel la clef, la formule, la faim, un furoncle bezañ rener hini pe hini eus an daou verb permettre hag empêcher. E brezhoneg ne c'hellont ket, hag e teu ar gerioù kenglot da vezañ renadennoù benveg (gant an alc'hwez, gant ar formulenn) pe renadennoù abeg (gant an naon = a-gaozenn d'an naon, abalamour d'un hesked).

Dav eo diwall mad, memestra : evit treiñ la foule qui revenait du pardon m'empêchait d'avancer e vo lavaret :
Ne oan ket evit mont war-raok gant an dud o tont en-dro eus ar pardon, evel ma vefe lavaret :
Ne oan ket evit mont war-raok, gant ar bern atredoù-se e-kreiz an hent.
Rak ma c'hell pep hini eus tud ar pardon diskouez e volontez, ha bolontez vad alies, un engroez ne ra ket. Ur skoilh eo war an hent, tra ken.

Poell. Treiñ : les nuages bas ne permettent pas de voir le soleil.

Notenn : rener = sujet, renadenn = complément.