A55. Soñjal e brezhoneg : an daou ober permettre ha empêcher (1)
Daou viz bennak zo, pa oan o klask ur reolenn da dreiñ frazennoù evel cette formule permet de calculer le volume de..., un tel calcul permet d'obtenir la largeur de..., em boa resevet ur mêl a-berzh François Louis hag a oa o c'houlenn gant e informatourion kustum penaos e lavarfent la faim l'empêchait de dormir (ur soudard e-pad ar brezel all). Erruout a raer gant ar memes diaezamant pa vez kel a dreiñ an daou verb permettre hag empêcher e brezhoneg.
Amañ da heul un nebeud frazennoù galleg gant an daou verb-se, hag o zroidigezh, reizh pe direizh (ar re-mañ gant *), gant rener (= sujet) ar verb galleg er penn :
a) Cette clef lui permettait d'entrer chez le voisin.
b) Jean Louis ne permet pas à sa fille d'être dehors à 11 heures.
c) La formule permet de trouver la masse de sodium.
d) La faim l'empêchait de dormir.
e) Le chien empêche le facteur d'entrer.
f) Un gros furoncle empêche Kévin de s'asseoir.
g) J'ai empêché le gamin d'aller dans l'eau.
Troidigezhioù :
*a') An alc'hwez-se a aotree anezhañ da vont e ti e amezeg.
b') J.L. ne ro ket koñje d'e verc'h da chom er-maez da unnek eur.
*c') Ar formulenn a bermet kavout mas ar sodiom.
*d') An naon a vire outañ a gousket.
e') Ar c'hi a vir ouzh paotr al lizhiri a vont e-barzh.
*f') Ur mell hesked a vir ouzh Kevin a azezal.
g') Harzet am eus ouzh an hini bihan a vont en dour.
Diwar ar 7 frazenn, n'eus nemet 3 a gement a santer reizh. Perak ?
Ar verboù permetiñ, reiñ koñje/droed, aotreiñ, lezel/laoskel, etc. (= permettre) hag harzañ, ampech, miret, etc., (= empêcher) a verk ur volontez a-berzh ar rener.
Jean Louis, ar c'hi, me, a ziskouez o bolontez da harzañ pe da aotreiñ.
An alc'hwez, ar formulenn, an naon, an hesked n'o deus tamm bolontez ebet.
Notenn : klevet e vez herzel ouzh unan bennak (F.Kervella, §628) pe harzañ unan bennak.