Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A54. Ar peb ; pep a

Distreiñ d'al listenn

Fazioù a vez kavet pa vez kel a implijout an daou stumm-se.

A) Ar peb
1) Lennet am eus bet *ar pep desket, *ar pep anavezet, a zo direizh, rak desket hag anavezet zo anvioù-gwan en derez plaen. An anv-gwan goude ar peb a rank bezañ en derez uhelañ (= superlatif), ha klevet e vez stank ar peb aesañ, ar peb hirañ, ar peb pouezusañ, etc. Da skwer :
Ha c'hoazh, 'poa ket gwelet ar peb gwashañ !
2) Klevet e vez ivez ar peb all, gant ar ster « ar peurrest », « an nemorant », enebet alies ouzh ar stumm ar peb a gaver en 1) :
Ar peb diaesañ zo bet graet ; evit ar peb all e vo gwelet diwezhatoc'h.

B) Pep a
Pep a a vez implijet gant ar ster « da bep hini » :
Pep a oto o deus evit mont d'o labour !
Pep a vanne all a yelo ganeomp ? (Na pet gwech, en ostalerioù !)
Ret eo diwall mad, goude pep a e vo un niver resis :
Kinnig pep a zaou damm kig d'an dud, n'int ket gwall vras = daou damm da bep hini.
Pep a zek lur eo ret paeañ evit mont e-barzh = dek lur pep hini.
Pa vez unan an niver, ne vez ket lavaret, evel en div frazenn gentañ : pep a oto = un oto pep hini, pep a vanne = ur banne da bep hini.
Ur fazi eo lavaret *pep a nebeud pezhioù moneiz a resevemp, *pep a galz gounidegezh a c'hortozent, etc., ha ret eo lavaret : Pep hini ac'hanomp a reseve un nebeud pezhioù moneiz, gortoz a raent kalz gounidegezh evit pep hini.

Poell. Treiñ : les araignées (ar peb brasañ anezhe, bepred) ont chacune huit yeux, et les humains seulement deux.

Da lenn : F. Kervella, Yezhadur bras, § 484 ha 485