A53. Ar relijion gristen er brezhoneg komzet (2)
Levezonet eo bet troioù-lavar ar brezhoneg gant gouelioù ar relijion gristen, ha ma ne glever ket anv ken eus Sul ar Puch, Pardon Bouchañ 'n Douar pe Yaou ret-ha-ret abaoe ar c'hantved paseet, e chom bev c'hoazh ar c'hrampouezh Koraiz (graet gant ur mekanik) pe ar Gouelmikael (ar feurmaj da baeañ d'an 29/09).
Arabat meskañ Yaou Bask (taol-mouezh war Yaou, ar peurliesañ), 40 devezh goude Sul Fask ha Yaou Gamblid, tri devezh a-raok, ha ret eo goût e vez kaoz eus gouel ar Sakramant (= Saint-Sacrement) ha deus sizhun Fask (= semaine sainte).
Un diaezamant eo an implij eus ar ger sant pa vez meneg eus chapelioù, kroazioù, feunteunioù, etc, savet en enor d'ur sant bennak :
1) Anv ar sant a vez kavet er Bibl : e c'heller tremen hep ar ger sant : Gouel Maria Hanter-Eost, Chapel Pol, Tantad Yann, Goude Gouel Andre (30/11) / Arat bas hag hado te(v), Pardon Per, etc., mes klevet e vez ivez Tantad Sant Yann, Chapel Sant Jakez, etc.
2) Evit unan eus sent kozh Breizh Izel : lakaet e vez ar ger sant ar peurliesañ, evel e pardon Sant Drenan, puñs Sant Langiz, chapel Santez Anna, feunteun Sant Riwall, etc. Hep ar ger sant, e kaver an doare da envel parrezianiz zo e Arvor Leon : Plouiz Eneour, Lanniz Deda, ha bezañ zo un nebeud lec'hioù ivez, aspadennoù tromenioù kozh, moarvat, evel Feunteun Sane e Plouzane.
Aes eo keñveriañ an 1) hag an 2) e Kemper, ma kaver Plasenn Sant Kaourantin ha Plasenn Vao (= Mazhev).
3) Ar sent nevez, abaoe ar bloavezh mil, dre vras (kanonizadur ofisiel ?) : ne c'heller ket tremen hep ar ger sant, da skwer Iliz Sant Loeiz, feunteun Sant Benead, pardon Sant Erwan. Ur fazi eo skrivañ *Gouel Erwan evel ma vez graet abaoe un nebeud bloavezhioù.
Da lenn ivez : Yann an Du, Atlas, kartenn 006, anoioù tud ar parrezioù.
Poelladenn : D'ho soñj, petra 'sinifi ar c'hrennlavar-mañ (kanton Plogastell Sant-Jermen) ? : Glav hag avel da Ouel Mark (25/04) / Ha 'kouezh ar vein war ar park.