Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A51. Davit, davet / da gaout

Distreiñ d'al listenn

Davit ha davet zo div araogenn diaes da implijout evit ur galleger, dreist-holl peogwir ne c'heller ket treiñ anezhe gant araogenn c'halleg resis ebet, er c'hontrol eus dindan = sous, war = sur, hag all, hag all.

1) Davit. Fazioù a vez graet a-gaozenn d'ar poz-se, ha souezhet e oan bet gant ar frazenn-mañ (YA 415) : *2 skourr a voe savet davit porzh Sant-Nazer.
Davit a vez implijet ar peurliesañ gant ar verboù mont ha dont, ha mont davit, da skwer, a sinifi aller chercher, aller quérir, rapporter.
‒ Ha ma rod, prest eo ?
‒ Amañ, sell, deus daviti.
(Bulad, ca 1990)
Gortozit, ma 'z in davit limonad. (ma zad, ca 1980)
Mes ne c'heller ket mont *davit un ti, *davit ur porzh, *davit ur vro, hag ar frazenn gentañ a vefe da vezañ difaziet evel-henn : 2 skourr a voe savet betek porzh Sant-Nazer.
Davit zo un araogenn displeget evel evit, mes alies e vez klevet : deus davit ! (taol-mouezh war -vit) e-lec'h deus davitañ pe deus daviti.

2) Davet a vez implijet atav dirak un anv tud, a-wechoù un anv loen, mes ne vez ket morse dirak un dra : mont davet unan bennak zo mont etrezek/betek ennañ, gant ar soñj kaout darempredoù gantañ (kaoz, labour, sikour, frealz, etc.). Ne vez ket klevet er Gornaoueg ; en e lec'h ez eo da gaout a vez implijet :
Deus amañ da'm c'haout (a vez lavaret d'ur c'hrouadur en deus ezomm a vezañ frealzet)
Aet e oa davet he moereb peogwir e c'helle lojañ anezhi.
Pa oa deuet en-dro d'ar gêr e oa aet da gaout e gazeg da gentañ.

Davet zo un araogenn displeget evel eget.
Ur fazi war implij davet a c'hellit lenn war bajenn gentañ ar romant War un ton laou : *ha mont davet ar stal levrioù ha journalioù. Da gentañ em boa skrivet davet plac'h ar stal..., ha goude em boa tennet ar ger plac'h hep kaout soñj da cheñch an araogenn. Mea culpa.

Poelladenn : Kinnig a ran deoc'h treiñ ar frazenn-mañ e nav ger :
(En un ostaleri) Va voir le patron et rapporte-nous chacun un coup à boire.