A49. Bachi-bouzouk ! Anacoluthe !
Kregiñ a rin ar wech-mañ gant ur frazenn c'halleg, hag un droidigezh anezhi, reizh e-keñver yezhadur :
a) En raison des intempéries dans le canton de Callac, je n'ai pas pu aller à Rome voir le pape François.
b) Gant ar frim hag an erc'h a oa e kanton Kallag, ne 'm boa ket gallet mont da Rom da welet ar pab Frañsez.
Ar pezh a zo, en div frazenn-se e rankit gortoz ugent poz bennak a-raok gouzout piv e oan aet da welet e Rom ha ma oac'h o c'hortoz Ruby, mignonez yaouank ar Berlusconi, ez oc'h bet dipitet, me zo sur. Ar brezhoneg komzet ne laosko ket ac'hanoc'h da c'hlaouariñ e-pad keit-se, hag a lavaro un dra bennak evel :
c) Ar pab Frañsez ne 'm boa ket gallet mont da Rom da welet anezhañ gant ar frim hag an erc'h a oa e Kallag.
Er frazenn-se ez eo ar pab Frañsez an elfenn nevez, ha mard eo posupl e vo lakaet e penn ar frazenn ; goude-se e vo implijet un anakolut (notet //): ar pab Frañsez // ne 'm boa ket gallet... Ez-yezhadurel n'eus liamm ebet etre ar pab Frañsez ha ne 'm boa ket gallet, hag un troc'h a seurt-se eo a reer anakolut anezhañ (diwar ar gregach : « na ya ket da heul ») ; da c'houde c'hoazh e veneger ar pab en-dro gant anezhañ, ar pezh a zo un anaforenn (islinennet) :
c) Ar pab Frañsez // ne 'm boa ket gallet mont da Rom da welet anezhañ, gant ar frim hag an erc'h a oa e Kallag.
Ar framm-se a vez implijet alies pa vez kaoz eus un dra vev pe un den evel elfenn nevez en ur frazenn, ha ma vez klevet ar peurliesañ
d) N'eo ket gwall vrav an amzer hiziv (an amzer, ha pa vefe elfenn nevez amañ, n'eo ket bev),
e-lec'h e) N'eo ket gwall vrav anorak nevez Kevin,
e vo lavaret ken alies all :
f) Kevin n'eo ket gwall vrav e anorak nevez.
Hag evit ur frazenn hir evel an hini gentañ, e vo klevet an anakolut bep taol kazimant.
Poelladenn. Treuzfurmiñ ar frazenn-mañ en ur implijout anakolut + anaforenn : Gant tout ar merc'hed yaouank dirollet a oa o klask mont gantañ war e Solex, n'on ket deuet a-benn da dostaat ouzh rener YA.