Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A47. Talvoudegezh ar stagell pa

Distreiñ d'al listenn

Alies e kavan fazioù en implij ar stagell-isurzhiañ pa, a c'hell treiñ ar stagell c'halleg quand, diouzh un tu, hag ivez ar stagelloù du moment que, puisque, étant donné que, alors que, tandis que...
Amañ da heul e studiin an amzer-vremañ hepken.

1) Aes eo ober an diforc'h etre an div dalvoudegezh pa deu unan eus furmoù ar verb bezañ / bout da heul :
a) N'on ket prest da vont er-maez pa 'z eus erc'h war an douar (pa = étant donné que...)
b) En deizioù-mañ, p'eo brav an amzer, e c'hellin touzañ al leton. (pa = vu que, puisque...)
c) Hiziv, p'emañ brav an amzer, e c'hellin touzañ al leton. (evel er frazenn a-raok, nemet e c'heller goulakaat e oa fall an amzer dec'h, a-gaozenn da emañ)
d) En deizioù-mañ, pa vez brav an amzer, e ran un tamm kempenn da bolejoù an ti. (pa = quand)
Aes eo gwelet e vo troet pa gant quand pa vez heuliet gant ur stumm-boas hepken.

Hervez stumm ar verb bezañ da heul pa, e c'hell cheñch ster ar verb er bennlavarenn (= proposition principale) :
Pa n'eus den all ebet, e c'hoarian ganeoc'h neuze. (Pa = du moment que, an ober zo un amzer da zont tost, prest eo an den da gemer ur re voulloù, lakaomp.)
Pa ne vez den all ebet, e c'hoarian ganeoc'h. (Un degouezh hag un ober kustum eo.)

2) Pa ne vez ket eus ar verb bezañ / bout er frazenn :
Ne gemeran ket amzer da zebriñ adlein zoken, pa labouran evitañ !
Hag hemañ all o c'hortoz e yafen d'e sikour, pa labouran noz-deiz dija !
Er frazenn gentañ e kaver daou ober kustum : kemeret amzer da zebriñ, ha labourat. Amañ e tal pa kement ha quand.
En eil frazenn, e kaver un dra a zo o tremen bremañ, ha bremañ hepken : hemañ all o c'hortoz. Pa a dal kement hag alors que.