Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A46. Renadenn un anv resis degaset gant eus

Distreiñ d'al listenn

Alies ne c'heller ket implijout ar framm kustum (le toit de l'église = toenn an iliz) evit renadenn un anv resis (amañ an doenn), hag e ranker degas ar renadenn gant an araogenn eus (pe deus, pe a, ag). Ar framm-se a vez klevet :

1) Pa vez an anv kentañ un anv lodenn pe kevrenn :
An hanter eus an dud, an hanter ag an dud (ha n'eo ket *hanter an dud !)
Ar c'hard ag an argant, ar peurrest eus ar c'harotez, an nemorant eus ar barrez, etc...
Diwallit : pa verk ar ger hanter ul lec'h pe ur poent, ha neket ur gevrenn, e kaver framm kustum ar renadenn anv :
Aet e oan en dour betek hanter ma divesker da bakañ ar c'hanard plastik gast-se (ha neket *an hanter eus ma divesker).
Dont a ray d'ar gêr war-dro hanter ar miz (ha neket *an hanter eus ar miz).

2) Pa vez er strollad-anv kentañ ur raganv pe an anv-gwan petvediñ :
An eil eus merc'hed Soaz.
An trede buoc'h deus ar vandenn.

3) Pa vez er strollad-anv kentañ un anv-gwan pe raganv en derez uhelañ :
Ar gwellañ eus an abadenn.
An hini vihanañ eus ar c'hlas.
Ar c'hentañ anezho (rak eus a vez displeget war ar wrizienn a).

4) Pa vez doareet an anv kentañ gant -mañ, -se, (all a-wechoù)
Lavaret e vez korn an oaled, tu fall ar mezher, mes : ar c'horn-mañ eus ar sal, an tu-se eus ar bajenn.

5) Evit renadennoù un nebeud anoioù : gwel, soñj, kont, anaoudegezh, ezhomm, dizober, etc.
Ar gwel eus ar gwad a laka anezhañ da bennfolliñ.
Gant ar soñj deus ar reuz a oa bet, ne ouie ket penaos mont dezho adarre.
Ur wech ma 'm bo graet ar gont eus ma dispignoù...

Lenn ivez : F. Kervella, Yezh. bras, § 364 ha 604.