Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A45. Ouzh taol, tudoù !

Distreiñ d'al listenn

An anoioù predoù : lein, adlein, merenn, adverenn, koan, fiskoan, a vez implijet hep ger-mell ar peurliesañ, da skwer :
Debret eo merenn ganeoc'h ?
Prest eo merenn vihan / merenn enderv !
Da vare koan e teuio, pas araok.
Da boent merenn ec'h echuimp gant al labour-se.
Fiskoan goude koan / a lak an anaon e poan (krennlavar, kanton Daoulaz).
E-kichen se e vez lavaret an dijuni, ar friko, gerioù amprestet nevez zo digant ar galleg.

Pa vez lakaet un anv-gwan da heul anv ar pred, ha pa ne denn ket an anv-gwan da danvez ar pred, pe d'e berzhioù, mad pe fall, ne vez ket implijet a c'her-mell ivez :
Koan diwezhat e vo peogwir ne oamp ket abred gant hor merenn vihan.
Debret e vo merenn abred evit gellout mont da Vontroulez diouzhtu goude.
Sell 'ta ! Merenn vihan vras 'oa ganeoc'h ! (padet he deus pelloc'h, pe didafet e oa bet ur voutailh bennak war an daol...)

Pa vez kaoz eus danvez ar pred pe eus e berzhioù, pa vez doareet ar pred gant un islavarenn, pe gant ur rannig-diskouezañ, e vez lakaet alies ur ger-mell :
Hopala ! Ur verenn a-feson zo da gaout hiziv !
Ul lein mod netra 'm boa bet da greisteiz.
Ur goan blaz ar re nebeut ganti...
Ar verenn-se 'oa re sec'h evidon.
Chomet eo war an daol ar verenn vihan am boa preparet dezho.

Hep kaout tamm anv-gwan ouzhpenn, eo trawalc'h lakaat an ton hag ur ger-mell er frazenn evit diskouez pesort pred zo bet :
Fidamdoue, set' aze 'oa ul lein, 'vat ! (meul)
Ma ! C'hwi 'rafe ur verenn deus an dra-se ? (dispriz, doñjer)

Da lenn ivez : F. Kervella, Yezh. bras, §373
P. Le Roux, Atlas linguistique, Kartennoù 154-155-156-157.