Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A44. Unan pe zaou, un dra pe zaou

Distreiñ d'al listenn

Ur gudenn a sav e brezhoneg pa glasker treiñ e galleg bommoù evel : une ou deux boutiques, un ou deux romans, entre un et cinq euros, etc., rak ma vez lavaret ez reizh daou pe dri levr, etre pemp ha dek euro, ne c'heller ket lavaret *Unan pe ziv stal, *unan pe zaou romant, *etre unan ha pemp euro, daoust ma vez lavaret difazi unan pe ziv, unan pe zaou, etre unan ha pemp.

E pelec'h emañ ar skoilh ? Evit un niver evel 5, lakaomp, e c'heller kaout :
1) Un anv-gwan niveriñ (kardinal) : prenet am eus pemp hiviz ha pemp pe c'hwec'h re loeroù, er mod-se e vin barrek.
2) Ur raganv : Pren avaloù ivez, pevar pe bemp, pe c'hoazh : kavet am eus pemp azv.

Padal, evit an niver 1, e c'heller kaout :
1) Ar ger-mell amresis un, ul, ur : un treñ a chom a-sav bemdez e gar Dirinonn.
2) Ar raganv unan, pe un alies e Kerne.
Mes n'eus anv-gwan ebet evit merkañ an 1.

Alese e c'heller lavaret : pemp pe c'hwec'h levr, pe : pemp levr pe c'hwec'h (raloc'h), m'o deus pemp ha c'hwec'h kefridi un anv-gwan.

Mes ne c'heller ket lavaret : *unan pe zaou romant, rak unan zo raganv ha daou anv-gwan. Ret mat eo lâret : ur romant pe zaou, hag ivez : ur stal pe ziv, etre ur milion ha pemp milion, etre un euro ha pemp, etc. E c'heller lavaret ivez : unan pe zaou, etre unan ha pemp, etc... rak unan, daou ha pemp zo raganoioù er bommoù-se.
Da zeskiñ ivez an dro-lavar : unan a zaou (= de deux choses l'une).

Un dra ouzhpenn : gant ar re gozh (dreist-holl) e veze graet ur c'hemmadur dre vlotaat war-lerc'h an niveroù brasoc'h evit 2 implijet evel raganoioù : kavet 'm eus un neizh yer er c'hraou bihan, gant vioù e-barzh : tri vras ha tri vihan. Ar c'hemmadur-se zo o vont da get, war a seblant.