Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A43. Ar boaz hep stumm-boaz

Distreiñ d'al listenn

Gwelet hon eus c'hoazh en deus ar verb bezañ stummoù ispisial evit merkañ ar boaz, an ober alies pe an hirbadelezh : ar stummoù a vez-, e vez-. Mes evit merkañ ur boaz bennak e c'heller kaout ivez an anoioù-gwan(-verb)-mañ : boas, kustum, troet, techet, tuet, douget, etc...

Pa vez hini pe hini eus an anoioù-gwan-se en ur frazenn, ne vez ket implijet stumm-boaz ar verb bezañ ouzhpenn :
a) Kustum e oa ma zad da vont d'an aod da chevra.
b) Boas on da zebriñ yod kerc'h gant ur moñsad amann sall d'ar gwener da noz.
c) Troet e oan da baotreta pa oan em ugent vloaz.
d) 'M eus aon on tuet da drichañ pa c'hoarian 'c'hartoù, hag evel-se emaon abaoe ez vihan-tout, ma n'eo ket ur vezh !

Gwelloc'h neuze miret a skrivañ frazennoù evel ar re-mañ :
*Kustum e vezan da chourdal em gwele deus ar mintin.
*Techet e vezan d'ober batrous pa vez roet ur podad liv din.
Skrivañ neuze, evel uheloc'h : kustum on..., techet on...

Koulskoude e vez klevet frazennoù evel homañ :
Pa vez kustum un den da danañ div sigaretenn a-raok debriñ e zijuni, e vez diaes dezhañ chom a-sav gant ar butun a-greiz-tout !
Reizh eo ur seurt frazenn, evel-just, hag e ranker kompren anezhi er mod-mañ : pa vez un den hag a zo kustum da danañ div sigaretenn... ar pezh a gas ac'hanomp d'ur frazenn evel ar re a zo meneget uheloc'h (a) ha b), pe c'hoazh : pa vez un den hag a gustum tanañ div sigaretenn... Ar peurliesañ e kaver er frazennoù-se un islavarenn-amzeriañ (subordonnée temporelle) degaset gant pa, bep gwech ma, bep tro ma, seul taol ma, etc.