A39. Ar ger boutin (1)
Alies em eus bet lennet frazennoù evel *N'eo ket boutin gwelet un den o cheñch micher d'an oad-se, pe choazh *Gerioù digomprenus evit ul lenner boutin, frazennoù souezhus evit ar vrezhonegerien a implij ar ger boutin bemdez.
Er geriadurioù ez eo ar ger boutin a vez kavet a-raok ar re all evit treiñ an anv-gwan galleg commun, mes en gwirionez e vez implijet dreist-holl evit treiñ an adverb en commun. E meur a lec'h eo bet ankouaet, ha ne chom nemet en anoioù parkeier pe kêrioù : Gwaremm Voutin, Menez Boutin, Boutinachoù, etc... Padal e vez klevet stank e Nord-Kerne :
Diouzh ar c'hiz kozh e veze ar forn voutin, ar puñs boutin, etc. Da skwer, ar puñs boutin dre-zu-mañ en doa ur perc'henn, an den a oa perc'henn war an tamm douar ma oa bet toullet ar puñs : tud ar c'harter a zeue da gerc'hat dour evit netra, nemet e rankent paeañ ur skodenn (daou wenneg ar bloaz a-raok 1930) a oa evit prenañ ur sailh pe ur chadenn nevez ur wech an amzer.
Evit ar c'hoarioù, dominoioù, kartoù, boulloù : Fañch hag Henriette a c'hoario boutin, ha me 'vo boutin gant Cheun.
Betek e galleg e implijemp ar ger-se pa oan bihan : Nous jouons boutin, Fanfan et moi.
Rannet e oa bet ar parkeier, mes an ti a oa chomet boutin (= indivis) betek-henn.
An daou-se o doa ranket digoll anezhi boutin (= solidairement).
Chann Voutin (ganet ca 1850 ?) a oa lesanv ur vaouez eus Plougastell brudet evit bezañ prest atav da lodañ he madoù dister gant tud all.
Ar c'hontrol, divoutin (ral e glevet) a sinifie en propre, divis.
E-mesk ar gerioù nevez-krouet, e klot mad ar ger karr-boutin gant implij kustum ar ger boutin (cf. Transports en commun), hag ivez lod eus ar gerioù krouet diwar ar wrizienn boutin- evit treiñ an holl gerioù galleg deveret eus ar ger communisme.