Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A37. Treuzfurmiñ trede gour en -er ar verboù (2)

Distreiñ d'al listenn

B) An ober a dremen en un doare boas, merket gant adverboù evel atav, bepred, hep ehan, dalc'hmat, e pep lec'h, etc. pe : bep bloaz, bemdez, bep an amzer, bep tro, etc. pe : alies, a-wechoù, gwech ha gwech all, etc., pe, evit frazennoù nac'h : morse, james, gwech ebet, neblec'h, etc.
a) Gwelet a raer an dridi o tremen d'ar memes eur sa Lokarn / An dridi a weler o tremen d'ar memes eur sa Lokarn.
An ober zo deus outañ bemdez e fin an abardaez (« d'ar memes eur »), hag er frazenn-se eo an dridi renadenn-dra ar verb gwelet. E c'heller cheñch ar frazenn en ur lakaat ar verb en tu-gouzañv, gant a vez/e vez, hag an dridi a zeu da vezañ rener :
b) Gwelet e vez an dridi o tremen d'ar memes eur sa Lokarn / An dridi a vez gwelet o tremen d'ar memes eur sa Lokarn.

Mes an doare-se da dreuzfurmiñ ar frazenn a) ne c'hell ket bezañ implijet evit un ober tremenet ur wech hepken :
c) Gwelet a raer an dridi o nijal kuit : spontet int bet gant un dra bennak, zo ur frazenn ha ne vo ket treuzfurmet gant a vez.
Setu perak e oa fazius an teir skwer tennet eus Wikipedia, meneget er sizhun paseet.

Eil rumm : verboù gwan (= intransitifs)
Evit ar verboù gwan (evel : kouezhañ, erruet, kerzhet, bale, redek, ruzañ, lintrañ, skediñ, pignat, sevel, diskenn, etc.), ne c'heller ket treuzfurmiñ ar verb pa echu gant -er, ha pa vefe un ober boas pe un ober hag a dremen ur wech hepken, peogwir ne c'hellont ket bezañ lakaet en tu-gouzañv :
a) Pa gouezher war e revr, e c'hell ober droug (boas, gwir alies).
b) Hopala ! Diskenn a raer buan amañ ! (ur wech hepken)
c) Gast, c'hweziñ a raer gant an amzer-mañ (pe hiziv, pe bep gwech ma vez un amzer evel hiziv).
Ar pezh a c'heller cheñch zo just : b) Buan e tiskenner... ha c) Gant an amzer-mañ e c'hwezer..., mes chom a ra ar stumm-verb en -er.

Da lenn ivez :
M. Glanndour, « Ar verb bezañ », in : Notennoù Yezhadur (Al Liamm)
F. Kervella, Yezh. bras, § 206, p 138-139 (27 pajenn a ya d'ober an § 206 !), ha § 216.