Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A35. Ar verb kinnig

Distreiñ d'al listenn

E rannyezhoù zo ez eus bet kollet un nebeudig gerioù ha ne vezont kavet nemet er yezh relijiel : da skwer, e rannyezhoù ar Gornaoueg, e vez implijet ar ger bugel, en unander, evit Mabig Jezuz ar c'hraou Nedeleg, tra ken. An deiz all e oan o selaou RKB, hag eno e oa Herri Naou o tisplegañ e oa ar ger kinnig ur ger eus ar yezh relijiel nemetken. Gwir eo a-dra-sur evit Kerne-Uhel, mes er Gornaoueg ez eo ur ger a glever stank-ha-stank.

1) Kinnig a dro ar verb galleg proposer.
Kinnig ur gwign d'ar plac'h vihan !
N'eus ket bet kinniget netra deoc'h da evañ ? (gant ur vouezh souezhet ha feuket !)
Kinniget 'oa bet labour de'i e Kemper.

Ne c'hell ket treiñ ar galleg présenter, pa vez kaoz a ober anaoudegezh. Treiñ Je vous présente ma soeur gant Kinnig a ran deoc'h ma c'hoar zo droch ha fentus war un dro. Lavarit kentoc'h : hag amañ emañ ma c'hoar, setu amañ ma c'hoar...

2) En em ginnig a dro ar galleg : se proposer de, se porter volontaire pour...
Gérard en doa en em ginniget da gas ar voereb d'an ospital.

Da ziwall zo : en em ginnig ne dro ket morse ar galleg se présenter, gant ar ster : reiñ e anv. E penn kentañ ur vodadeg, ne c'heller ket pediñ an dud d'*en em ginnig, mes da reiñ/lavaret o anv, da lavaret piv int.

Er yezh relijiel, e kaver en em ginnig lec'h ma kaver e galleg s'offrir (comme victime) :
Sakrifis divin hor Salver / en em ginnig war an aoter (kantik).

3) Kinnig a c'hell treiñ ar galleg : manquer de, faillir.
Kinnig a rae sodiñ pa gleve an diotachoù-se.
Ken sec'h e oa an avaloù-douar ken e kinnig mougañ ganto bremañ.

4) Kinnig a dro ar galleg menacer (evit un dra).
Ar voger-se a ginnige kouezhañ abaoe ugent vloaz. Bremañ eo kouezhet.

Ar verb gourdrouzañ (= menacer) a vez implijet evit komzoù hepken.