Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A34. Kaout soñj, disoñjal, ankouaat

Distreiñ d'al listenn

Alies 'm eus bet lennet troidigezh ar galleg penser à dindan ar stumm *soñjal da, pezh n'eo ket brezhoneg : *soñjit da baeañ ho skodenn, *soñjit da lazhañ ar gouloù a-raok mont kuit zo brezhoneg fall.

1) Disoñjal (distaget « dijoñjal » ar peurliesañ) zo da enebiñ ouzh : kaout soñj da, da skwer :
a) Dav 'vo kaout soñj da brenañ bara en ur zont en-dro !
a') O, gast ! Disoñjet 'm eus prenañ bara ! = ne 'm eus ket bet soñj da brenañ bara !
b) Soñj am boa bet da zegas ur sonenroller ganin.

An araogenn da a c'heller tremen hepti en doare gourc'hemenn : ho pet soñj mont da saludiñ ar voereb Annick, ar wech-mañ !

An div frazenn gentañ zo da vezañ difaziet evel-henn : Ho pet soñj paeañ / da baeañ ho skodenn, ho pet soñj (da) lazhañ ar gouloù a-raok mont kuit.

2) Ankouaat/ankounac'haat zo da enebiñ ouzh : delc'her soñj.
c) Ankouaet 'm eus pozioù gwerz Metig = ne 'm eus ket soñj ken eus pozioù...
c') Dalc'het 'm eus soñj eus pozioù An Emzivad ≈ soñj 'm eus c'hoazh...
d) 'M eus ket dalc'het soñj pegement
'Ouien reudiñ gant ma brec'h
(Kanaouenn).

Ar verb ankouaat / ankounac'haat zo bet kollet en ul lodenn eus Kerne, ma ne glever nemet disoñjal. Evit ar re o deus c'hoant da skrivañ e brezhoneg e vefe mad moarvat ober un diforc'h etre an daou.

An diaezamant a zeu neuze diwar ar galleg, hag a implij ur verb hepken, oublier, en daou zegouezh-mañ : j'ai oublié d'acheter du lait, ha : j'ai oublié les paroles de...
En brezhoneg e vo, evit an hini kentañ :
Ne 'm eus ket bet soñj da brenañ laezh = disoñjet 'm eus prenañ laezh (ha kerkent hag erruet er gêr, deuet soñj din eus al laezh gagn-se !)
Hag evit an eil :
Ankounac'haet am eus pozioù... = Ne 'm eus ket soñj ken eus pozioù... (ha kaer em bo gortoz ha klask, ne deuint ket din en-dro.)

Da lenn ivez : J. Gros, levrenn II, ar gerioù soñj ha dizoñj.