A32. Brezhoneg pe brezhoneger ?
Meur a wech em eus bet lennet fazioù a-seurt gant ar re-mañ : *an Emsav brezhoneger, *ur vro okitaneger. Ar skwerioù a gemerin amañ da-heul a vo diazezet war an daou c'her galleg ha brezhoneg, ar re stankañ er skridoù.
Ar ger galleg a c'hell bezañ :
— Un anv : ar galleg 'm eus bet desket, hag ankounac'haet abaoe.
— Un anv-gwan : ur ger galleg, ur frazenn c'halleg.
— Un adverb : komz galleg.
Diwar ar ger brezhoneg (hag ar memes tra diwar ar ger galleg) ez eus deveret :
— Ur verb : brezhonegiñ (= ober gant ar brezhoneg).
— Un anv all : ur brezhoneger (= un den hag a ra gant ar brezhoneg), evel ma 'z eus bet savet falc'h, falc'hañ, ur falc'her pe : logod, logota, ul logotaer.
Ar fazi am eus meneget el linenn gentañ a zeu diwar ar meskaj etre an anv-gwan brezhoneg hag an anv brezhoneger, moarvat a-gaozenn d'ar memes ger a gaver e galleg evit an daou : le pays bretonnant (anv-gwan) ha des bretonnants (anv).
Ar reolenn eo homañ : evit diskouez an implij eus ur yezh (gant un den, pe evit komz ouzh ul loen), ez eo an anv-gwan a vez kemeret, ha neket an anv deveret, da skwer :
— Kentañ ostizez am boa kavet e Lyon (e 1912 !) a oa ur vaouez vrezhoneg (An Treoù, ca 1965), ha n'eo ket *ur vaouez vrezhoneger nag *ur vaouez vrezhonegerez !
— Sell, konto 'rit galleg d'ho saout ? – 'Ran ket 'hat, ma saout-me zo saout brezhoneg ! (Bulad, ca 1975)
Hag ar pozioù meneget er frazenn gentañ zo da vezañ difaziet evel-henn : an Emsav brezhoneg, ur vro okitaneg.
Notenn : Dalc'het em eus d'ar -g e lost ar gerioù, n'eus forzh pesort kefridi en doa ar ger ; ingal 'm eus bet lennet komz galleg, gant -g, ha 'm eus aon eo ar ger galleg un adverb en dro-lavar-se, wechoude !