A31. Implijoù dic'hortoz ar ger all
1) E galleg, evit daou dra dost, e vez lavaret : celui-ci, cet autre. Evit daou dra belloc'h e vez lavaret : celui-là, cet autre. « Cet autre », hag a vez klevet bep gwech, ne ziskouez ket e-unan pe dost pe bell emañ an eil tra.
Resisoc'h eo ar brezhoneg. Klevet a raer, evit daou dra, daou zen :
Hemañ, hemañ all, hag homañ, homañ all.
Hennezh, hennezh all, hag honnezh, honnezh all.
Evit daou rumm (tud pe traoù) e klever : ar re-mañ, ar re-mañ all.
Ne 'm eus ket soñj bezañ klevet *ar re-se all nag *henhont all.
Da skwer : lak hemañ da gentañ er c'horn, hag hemañ all da heul (mein, p'evedor o sevel ur voger...)
Egile a c'hell bezañ heuliet gant all, mes neuze e santer un tamm dispriz :
Ha setu egile all o tont (= l'autre couillon...)
Ne vez ket klevet kalz *eben all. Evit merkañ an dispriz e vez lakaet ar silabenn -ben da hiraat er ger eben : n'eo ket gant Solañj on chalet, mes gant ebeeen !
2) Klevet e vez « kemend-all all » e frazennoù evel ar re-mañ :
a) Ouzhpenn hanter-kant a dud en ostaleri, ha kemend-all all oc'h ober o reuz en diavaez.
b) Ma, pa vo bet okupet 8000 plas gant Gwengampiz, e chomo kemend-all all c'hoazh ! (e stad ar Roudouroù).
Reizh e vije bet ur frazenn evel : ouzhpenn hanter-kant a dud en ostaleri, ha tud all oc'h ober o reuz en diavaez. Mes ar frazenn a) zo resisoc'h : n'eo ket « tud » (Pet ?) a zo oc'h ober reuz en diavaez, mes hanter-kant, gant « kemend-all » o kemer lec'h « tud ».
Da lenn ivez : F. Kervella, Yezhadur, § 504, 505.