A30. Ar verb asantiñ
Meur a wech em eus bet klevet ha lennet implijoù sius evit ar verb asantiñ, evel : *asantiñ da labourat ouzhpenn 40 eurvezh, pe c'hoazh *asantiñ al labour a veze kavet. Dre ma eo ankounac'haet ar ger galleg assentir abaoe ouzhpenn daou-c'hant vloaz, e teu ar fazioù-se moarvat diwar ar mod ma vez implijet ar ger accepter e galleg, ma vez lavaret : accepter DE travailler, hag accepter le travail proposé.
Padal, e brezhoneg e vez klevet :
asantiñ + anv-verb, hag asantiñ + DA + anv, da lâret eo ar c'hontrol, dre vras, eus ar pezh a vez e galleg. Da skwer :
Asantet o doa labourat evit an ti-kêr.
Asantet am boa mont bemdez da Bempoull.
Hag, e-kichen se :
Diouzhtu em boa asantet DA ginnig ar garaj.
Asantiñ a rae hep kintal DA gement tra a veze lavaret dezhañ ober.
An div skwer a zo er frazenn gentañ zo da vezañ difaziet evel-henn : asantiñ labourat ouzhpenn 40 eurvezh, ha : asantiñ d'al labour a veze kavet.
Betek ar bloavezhioù 1975, pa zimeze ur mab minor pe ur verc'h vinorez (dindan 21 bloaz d'an ampoent !) e veze implijet un dro-lavar all : A-raok an dimeziñ e ranke an tad (pe ar vamm, pe ar gward) reiñ e asant, kentañ tra ; meur a wech 'm eus bet klevet komerachoù, a-seurt gant : an tad en doa lavaret partout ne rofe biken e asant ! ha bremañ e rank disouezhiñ...