A29. Displegañ an araogennoù eus ha deus (2)
Setu un nebeud bommoù sius adarre :
e) *tost eo ar sinaeg eus yezhoù an Oural.
f) *n'eus ket outo ken e Bro-Leon.
g) *n'ouzont ket petra ober eus outo.
Reiñ a ran amañ ali F. Kervella, § 592, war araogennoù zo : « A hag EUS a verk an orin, an dilec'hiañ pa veneger al lec'h-orin. OUZH a verk an tostaat, ar stagañ, ha DIOUZH ar pellaat, an diforc'hañ. »
E-se eo anat ne c'heller ket implijout eus en e), mes ouzh pe deus, rak deus a gemer plas eus, ouzh ha diouzh en darn vrasañ eus Kerne ha Treger : tost eo ar sinaeg ouzh/deus yezhoù an Oural.
Evit displegañ deus, e reer gant an eilaraogenn ouzh : deus ouzhin, deus ouzhit, etc. (Klevet e vez ivez dac'h ouzhin, etc. e Leon, diouzhin, etc. e Treger, deuzon, etc. e Kerne Uhel). Ur fazi grevus eo ankouaat skrivañ an deus, evel e f), a ranker reizhañ evel-henn : n'eus ket deus outo ken e Bro-Leon (pe : n'eus ket anezho...) ; e-pad pell ez eus bet sellet ouzh deus evel ouzh ur bramm laosket e-mesk tud kran, hag e veze kuzhet ar muiañ posupl, alese ar fazioù am eus meneget en daou bennad-mañ. E g) ez eus ur meskaj etre eus ha deus, da zifaziañ : n'ouzont ket petra ober deus outo (pe : anezho), rak ur fazi eo displegañ eus gant un eilaraogenn (adlennit ar pezh a oa bet skrivet ar sizhun paseet).
Ret mat e vo ober an diforc'h etre verboù hag anoioù-gwan evel ar re-mañ :
1) Tostaat ouzh, bezañ tost outañ pe : tostaat deus, bezañ tost deus outañ.
2) Pellaat diouzh, bezañ pell diouti, pe : pellaat deus, bezañ pell deus outi.
3) Stagañ ouzh, chom stag ouzhit, pe : stagañ deus, chom stag deus ouzhit.
4) Distagañ diouzh, bezañ distag diouto, pe : distagañ deus, bezañ distag deus oute.
Bommoù evel « pell outi » pe « distag oute » n'o deus tamm ster ebet !
Da lenn ivez : F. Kervella, Yezh., § 626, 627, 628. Un domaj eo n'en deus ket komzet eus implij deus ; nebeutoc'h a fazioù a vije bremañ.