Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A28. Displegañ an araogennoù eus ha deus (1)

Distreiñ d'al listenn

Fazioù a vez graet bremañ (war-dro 12 en teir niverenn ziwezhañ eus YA) pa vez kel a zisplegañ an araogennoù eus pe deus, ha lennet 'm eus evel-se :
a) *(...) hon eus ezhomm ouzhoc'h.
b) *Lod outo a 'z aio betek uzin Bouvray.
c) *Betek-henn ne oa eus outi nemet e Roazhon.
d) *Gant an 1800 € ar miz a oa bet kaoz outo (...)

Implijet e vez eus, a pe deus war-lerc'h ar verboù mankout, kaout ezhomm/soñj/kaoz, ober goap, en em servij, dont, en em zizober, etc. Klevet e vez — dre vras — eus e Leon dreist-holl, deus e Kerne ha Treger, hag a e Gwened. Pa vez ret displegañ an araogenn eus, e ranker heuliañ ali F. Kervella, § 583 : « N'eus nemet ur stumm evit an div araogenn A hag EUS », alese an displegadur ac'hanon, ac'hanout, etc. hag a servij ivez evit eus :
N'eus ket bet kaoz eus Yann a ro : n'eus ket bet kaoz anezhañ.
Dalc'het he deus soñj eus he mamm a ro : dalc'het he deus soñj anezhi.
Lod eus an implijidi a 'z aio betek uzin... a ro : b) Lod anezho a 'z aio betek uzin Bouvray.

Ar skwerioù a) ha c) a ro :
a) (...)hon eus ezhomm ac'hanoc'h.
c) Betek-henn ne oa anezhi nemet e Roazhon.

Evit ar frazenn d) ez eus ur meskaj etre kaout kaoz/komz eus, deus un tu, ha kaout kaoz/komz ouzh, deus un tu all :
Komzet 'm eus eus ma breur (= diwar-benn ma breur) a ro : komzet 'm eus anezhañ.
Komzet 'm eus ouzh ma breur (klasket 'm eus toullañ kaoz gantañ) a ro : komzet 'm eus outañ.
Hag ar frazenn d) difaziet : Gant an 1800 € ar miz a oa bet kaoz anezho.

Er sizhun a-zeu e klaskin dielfennañ ar perak eus ar fazioù-se.

Da lenn : F. Kervella, Yezh., § 598, 602.