Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A26. Treiñ ar verb galleg imaginer

Distreiñ d'al listenn

Re alies e vez kavet frazennoù evel homañ : *Arabat deoc'h ijinañ eo YA ! ur mekanik bras a 'z aio en-dro..., gant ur fazi geriadur a laka da droiñ imaginer gant ijinañ. En gwirionez ez eus meur a zoare da dreiñ ar galleg imaginer :

1) Imaginer a c'hell bezañ skeudenniñ en e spered. Troet e vo gant empentiñ, empennañ, gwelet (deus amañ) :
Gwelet a ran deus amañ an itronezed kran a glaske tapout ar vrec'h-saout o c'horo ur vuoc'h klañv !
Impentet am boa ur c'hozh strakell, mes homañ zo un oto a-feson !

2) Imaginer que a vo troet gant soñjal, hunvreal, hag, a-droc'h alies, ar ger lakaomp :
Soñjet em boa e c'hellfemp en em gavout e Kastellin.
Ma 'n em welfemp er sizhun a-zeu, lakaomp, neuze e c'hellfemp...

3) Imaginer = inventer. Aze, ya, e c'heller implijout ijinañ (un tu d'ober un dra bennak, ur mekanik, ur c'hoari, un diskoulm...), ha c'hoazh, evit un istor, ur goñchenn, e vo implijet kentoc'h sevel pe faltaziañ.

4) S'imaginer, hag a dal kement ha krediñ traoù faos. Troet e vo gant soñjal da..., krediñ da...
An dud deuet pinvidik en un taol a soñj dezhe int gwelloc'h a-gaozenn d'o arc'hant.
Te 'soñj dit e vo graet al labour e-unan, ha te en da wele ?
Ar vamm-gozh a grede dezhi he dije heritet deus he c'heniterv hep kaout netra da baeañ.

E galleg e vez klevet ivez estlammadennoù evel Tu t'imagines ! Imagine-toi ! etc. Anat eo n'eus ket tamm ijin ebet amañ, ha klevet e vo e brezhoneg : soñj 'ta ! soñj un tammig !
*Evel ma c'hellit ijinañ, am eus lennet n'eus ket keit-all, zo euzhus.

Berr-ha-berr : n'eo nemet ral a wech e vez implijet ar verb ijinañ ; soñjal a vez klevet kalz stankoc'h, hag evit ar frazenn gentañ, e vije bet kalz brezhonekoc'h lavaret : Arabat deoc'h soñjal eo YA ! ur mekanik bras...