A25. Devezh pe devezhiad ?
Abaoe un nebeud bloavezhioù e kavan a-wechoù ar fazi-mañ : an implij eus ar ger devezhiad pa vefe devezh ar ger reizh. Devezh a verk ur pad : 86 400 segondenn, nebeutoc'h pa vez kaoz eus devezh-labour, pa verk devezhiad ur c'hementad labour graet en un devezh, ha neket ur pred amzer. Hervez ar vicher hag al labour, e c'hell an devezhiad bezañ daou-c'hant brikenn savet d'ober ur voger, ur bern foenn falc'het ha dastumet, daouzek klañvour bizitet, tregont kopienn difaziet, etc.
N'eo ket anavezet ar ger devezhiad e pep lec'h ; evit Lokemo, e skriv Jul Gros kement-mañ : « devez est en réalité le contenu d'un jour de travail, le travail fait en un jour. » Ha gwir eo e meur a blas, pa gomzer eus devezh-arat, a zo ur gorread : etre 0,3 ha 0,5 ha. Mes ma c'hell devezh bezañ ur c'hementad labour, devezhiad ne c'hell ket bezañ ur pred amzer ; e c'heller komz eus un devezh eizh eur, mes *un devezhiad eizh eur ne sinifi netra.
Ar memes diforc'h a gaver etre ar gerioù bloavezh ha bloavezhiad : ur bloavezh zo 365 devezh, ur bloavezhiad kement a vez dastumet, kutuilhet, eostet, etc. e-korf ur bloaz. Pa oan bihan e veze kanet en ilizoù :
An douar a zoug frouezh,
Eost fonnus d'ar poaniour.
Ne ro ket d'al leziregezh,
N'eus ket bloavezhiad hep labour. (Kantik)
Anat eo n'eo ket eus amzer o tremen ez eus kaoz amañ. E Gwened-Uhel, evit treiñ « du blé », e vez kavet en daou atlas ar ger blead, ha n'eo ket eus amzer ez eus kaoz.
Lenn ivez : F. Kervella, Yezh. bras, § 829.
P. ar Rouz, ALBB, kartenn 186 (Blé)
Y. an Du, Nouvel Atlas, kartennoù 319 (blé) ha 109-110 (journée-s). Un domaj eo n'en deus ket goulennet Yann an Du gant an dud o doa roet an daou anv pesort diforc'h a raent en-resis etre devezh ha devezhiad.