Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A24. Implij ebet

Distreiñ d'al listenn

Alies e vez lennet fazioù a-seurt gant ar re-mañ : *roz-aer ebet, *brulu ebet (YA 379), *vakañsoù ebet, * n'eus darvoudoù ebet... Koulskoude e lenner war F. Kervella, Yezh. bras : « EBET ne c'hell bezañ lakaet nemet gant un anv unan, ha gwech ebet gant un anv lies pe hollek (lakaat ebet da heul ur seurt anv a zo unan eus ar fazioù a vez graet an aliesañ gant an deskidi). »
Penaos ober, neuze ?

1) Gant un anv unan, hag en deus ul liester, evel aval, avaloù. Implijet e vez ebet goude an anv unan : ne chom aval ebet er wezenn-mañ.

2) Gant un anv stroll (logod, sivi, kelien, etc.), ec'h implijer an unanderenn ar peurliesañ. Da skwer : n'eus bet logodenn ebet o klask afer deus/ouzh an tamm fourmaj, n'eus sivienn ebet evit c'hoazh.

3) Gant un anv hollek (bara, kig, fent, peoc'h, etc.) ec'h implijer ar gerioù tamm (ar peurliesañ), banne, takenn, berad, etc. araozañ.
Tamm kig ebet, flech tout !
N'eus tamm peoc'h ebet da gaout gantañ.
Ne weler berad sklerijenn ebet en ti-mañ.
N'eus banne dour ebet ken er pod-se.

4) Gant anoioù-stroll, a-wechoù, ha gant anoioù na vezont kavet nemet el liester (frejoù, gousperoù, kizoù, vakañsoù, similakroù, etc.), e heulier reolenn an 3) :
N'eus tamm frouezh ebet ken.
N'eus ket tamm kizoù ebet gouest da lakaat anezhañ da blegañ.
Hag evit difaziañ al linenn gentañ : tamm roz-aer ebet, tamm brulu ebet.

5) Raganoioù zo a c'hell bezañ heuliet gant ebet : netra ebet, mann ebet, gour ebet, neblec'h ebet. Klevet 'm eus bet zoken : ne gavan ket netra tout ebet da gontañ ! Ha div nac'hadenn ne dalvont ket un asuradenn e brezhoneg komzet...

Da lenn : F. Kervella, Yezh. bras, § 470, 487- 491.