Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A23. Diaes kompren, diaes da gompren (2)

Distreiñ d'al listenn

Setu amañ div frazenn heñvelster :
a) Kompren skridoù Russel zo diaes.
b) Diaes eo kompren skridoù Russel.
E c'heller keñveriañ an div frazenn-se gant div frazenn all :
c) An ti zo bras, ha : d) Bras eo an ti.
Er peder frazenn-se e kaver ur rener : kompren skridoù Russel, e a) ha b), , e c) ha d), hag un doareenn : diaes, e a) ha b), ha bras e c) ha d), liammet gant ur gopulenn : zo pe eo.
N'eus da ebet er frazennoù-se. Ar memes tra a c'hoarvezfe gant un nac'hadenn :
N'eo ket aes kompren skridoù Russel = Kompren skridoù Russel n'eo ket aes.

Ar pezh a c'heller remerkañ er frazenn a) eo e kaver gerioù a zo stank er gaoz pemdez (kompren, diaes, hep kontañ ar gopulenn) hag ur bomm a c'heller lâret eo an hini pouezusañ er frazenn, pa 'z eo renadenn ar ger kompren : skridoù Russel.
Pezh zo, eo techet ar brezhoneg da lakaat war wel al lodenn bouezusañ, setu e kaver ar frazenn e) heñvel he ster ouzh a) ha b) :
e) Skridoù Russel zo diaes da gompren.
Ar wech-mañ eo skridoù Russel ar rener, diaes an doareenn. Kompren zo un astenn-doareañ d'an anv-gwan diaes, ha degaset e vez an astenn-doareañ gant un araogenn ; evit ar ger diaes eo da.
Er memes mod e c'heller treuzfurmiñ ha dielfennañ an holl frazennoù kinniget ar sizhun paseet :
Souezhus (doareenn) eo gwelet ur c'hangourou e Rosko (rener).
Gwelet ur c'hangourou e Rosko (rener) zo souezhus (doareenn).
Ur c'hangourou e Rosko (rener) zo souezhus (doareenn) da welet (astenn-doareañ an anv-gwan souezhus).

Marteze oc'h nec'het peogwir em eus komzet eus Russel er penn kentañ. Mes ken gwir all e vo ar frazennoù ma lakit Hegel pe Lacan pe Koulizh Kedez, etc. Da choaz 'zo !