Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A22. Diaes kompren, diaes da gompren (1)

Distreiñ d'al listenn

Alies e vez graet fazioù diwar levezon ar galleg, pa vez kaoz a dreiñ ar frazenn-mañ :
a) Il est difficile de voir l'île à cause du brouillard.
Setu da gentañ tout, un droidigezh reizh :
b) Diaes eo gwelet an enezenn gant al latar.
Hag un droidigezh sius, a gaver alies gant an deskarded :
c) *diaes eo da welet an enezenn gant al latar. (Levezon ar galleg, de o tont da vezañ da ?)
Ha kouskoude, eo reizh ar frazenn-mañ :
d) Corona Borealis (ur steredeg) vo diaes da welet d'an eur-mañ.
Ar sizhun-mañ e vo klasket kaout ur reolenn gant sikour ar galleg evit an implij, pe get, eus DA ; ar sizhun a zeu e vo studiet pizh-ha-pizh, e-keñver yezhadur, ar frazennoù meneget uheloc'h.

E galleg, goude an anoioù-gwan (= adjectifs) facile, difficile, étonnant, agréable, etc., e c'heller degas an anv-verb (= infinitif) gant DE :
Il est difficile de réaliser un tel outil...
E brezhoneg, goude an anoioù-gwan aes, didorr, diaes, start, poanius, brav, kaer, emsav, mad, fall, enoeüs, saotrus, souezhus, sebezus, interesant, yac'hus, etc. a glot gant an anoioù-gwan galleg meneget uheloc'h, hag evit ar memes framm, eo arabat implij da.
Diaes eo sevel un hevelep benveg...
Souezhus eo gwelet ur c'hangourou e Rosko.

Gant ar memes anoioù-gwan galleg e c'heller kaout an anv-verb renadenn degaset gant à : Facile à comprendre, étonnant à voir, agréable à entendre, etc.
Hevelep renadennoù a vez degaset e brezhoneg gant da : aes da gompren, souezhus da welet, brav da glevet..., alese ar frazennoù reizh :
N'eo ket un dra diaes d'ober, en tailh !
Setu un trouz poanius da glevet.
Hag en un daolenn, an araogennoù da implijout war-lerc'h an anv-gwan e galleg hag e brezhoneg :


GallegBrezhoneg
àda
dearaogenn ebet


Lenn ivez : F. Kervella, Yezh. bras, § 613, ha J. Gros, levr. 1, p. 126-127.