Ne ra al lec’hienn-mañ nemet gant toupinoù mont en-dro ha toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. N’ho peus ket ezhomm da reiñ ho asant d’an toupinoù-se, hervez mellad 82 al lezenn war ar stlenneg hag ar frankizoù, met ma karit e c’hallit nac’hañ an toupinoù muzuliañ ar gweladennoù. Ne ra ket al lec’hienn-mañ gant toupinoù diavaez.

Lennit ar bajenn diwar-benn hor politikerezh prevezded evit gouzout muioc’h war tretadur ho roadennoù

Delc’her da weladenniñ lec’hienn TES

Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A20. mont di, chom eno

Distreiñ d'al listenn

Ur fazi a vez graet gant an nevez vrezhonegerien pa vez kel a dreiñ an adverb galleg Y. E galleg, pa gomzer eus ul lec'h meneget a-raok, ha pa vefe ur fiñv pe ne vefe ket, n'eus nemet an adverb y, pe neuze, gant an dro-lavar da bouezañ : c'est là que...
Keñveriomp ar frazennoù galleg-mañ hag o zroidigezh e brezhoneg :
a. Morlaix ? J'y ai habité de 2000 à 2005. C'est là que j'ai habité de 2000 à 2005.
b. Morlaix ? J'y vais maintenant. C'est là que je vais maintenant.
E brezhoneg :
a'. Montroulez ? Adalek 2000 betek 2005 e oan bet eno o chom. Eno e oan bet o chom adalek 2000 betek 2005. (chom : fiñv ebet)
b'. Montroulez ? Mont a ran di bremañ. Di ec'h an bremañ. (mont : fiñv)

Ret mat eo ober an diforc'h etre eno ha di : bezañ eno, chom eno, labourat eno, gortoz eno, etc., hep fiñval, zo da enebiñ ouzh mont di, kas di, degas di, etc., gant ur fiñv. Div skwer tennet eus kanaouennoù pobl :
War lein menezioù Sant-Jildaz (...)
Eno 'oan bet o c'hwitellat...


Emañ du-se el liorzh (...)
It d'e gaout di, kloaregig...


Ha frazennoù klevet e Bulad :
Labourat a rez e Gwengamp ? Ha di 'c'h ez bemdez ?
Yvon amañ a gaso ac'hanoc'h di, ma karit gortoz un tammig.

Evit komz deus an amzer a dremeno a-raok un darvoud en dazont, e c'heller lavaret betek neuze pe ac'hann di :
Dont a ri en-dro da vloaz ? Ac'hann di 'm bo amzer da vervel dek gwech !

Grit mad an diforc'h etre eno ha di e brezhoneg, ha lavarit ez-reizh mont a ran di, evel ma lavarit ivez c'est là que je vais, ha neket *c'est là où je vais !

Da lenn : F. Kervella, Yezh. § 466 ha 526